« Lady Chatterley | Accueil | "Me a vezo pont" »

Ar Mabinogion

Ur gaer a saga geltiek ...

Ar_mabinogion_web" Embannet gant Gwalarn etre 1925 ha 1939 setu kinniget, evit ar wech kentañ e stumm ul levr, dastumad klok an danevelloù a zo ouzh ober ar Mabinogion, lakaet e brezhoneg gant Fañch Elies Abeozen, hervez Levr Gwenn Rhydderch, skrivet e dibenn an XIIIvet kantved ha Levr Ruz Hergest savet e diwezh ar XIVvet kantved. Bez' e oa troidigezh ar Mabinogion, e spered Elies, ouzhpenn an ezhomm da adkavout gwriziennoù keltiek evit adframmañ hon lennegezh nevez, an tu nemetañ da adperc'hennañ ul lodenn eus hon hêrezh dianket."

Evel-se eo kinniget Ar Mabinogion gant ti embann Mouladurioù Hor Yezh.


Komzet eo ivez eus al levr-se avat en ur pezh-c'hoari gant Jakez Riou, Gorsedd Digor e ditl.

« ... Ar MABINOGION, troet euz an iwerzoneg, a vije bet important ha kaer-meurbed, ma ne vijent ket bet skrivet en eur brezoneg dieaz-kenañ. An troer a zo yaouank c'hoaz, ha n'eus ket gouezet an tu d'en em zilivri ouz skouer fall ar SKETLA SEGOBRANI. Mez deski a raio e vicher.
eur barz
Sketla Segobrani ?...
eur barz all, en eur lucha.
L'éclat de ses gros bras nus !... »

Bon! Pounner-a-walc'h Brezhoneg Abeozen yaouank, kaer-meurbet an istor ! Lenn pe get ? Da bep hini da zivizout evitañ e-unan !

Mar plij ganeoc'h klask ur skrivagner all, e kaviot ur bern levrioù diwar-benn an danvez-se war amazon.fr : 83 e Saozneg, 6 e Galleg, 1 video, 1 CD !
Unan zo e Brezhoneg, Pevar skourr ar Mabinogion gant Preder. Aon 'm eus e vefe an hini gant Abeozen avat.

An droidigezh e Saozneg gant Sioned Davies, am eus lennet  ur vurutelladenn vat en The Independent diwar he fenn. Goulennet en doa ar c'hazetener gant Sioned Davies (*),  diwar-benn brud padus ar Mabinogion. "Tostaus eo" emezi, "hag er pevar skourr (**) e vez kavet psikologiezh wirion".

(*) Anezhi kelennerez war ar C'hembraeg e Skol-Veur Kerdiz

(**) Ar pevar istor kentañ

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann