« Distro d'an erc'h | Accueil | Lady Chatterley »

Dek lur kozh-noe

Emaon o paouez prenañ ur vandennen elastoplast en ur farmasi amañ e Bro Swis. Ur bilhed deg lur bet roet din gant ma fried e lakaan da baeañ.

Dek_lur_1

 

 

 

- Peseurt bilhed eo hemañ ? Eme ar plac'h a ra war ma zro

- Ur bilhed Bro Swis an hini eo ! Emezon-me
- N'anavezan ket anezhañ ! Emezi
- Ur bilhed kozh eo ! Eme ar plac'h all. Setu an hini zo bremañ !
Hag e tiskouez din un tamm paper a bep seurt liv. Ur bilhed mod nevez, kwa !

Dek_lur_2



 

- Komprenn a ran, emezon, miret eo bet ma hini gant ma fried abaoe hor chomadenn diwezhañ e Bro Swis
- Pell amzer zo e oac'h er Vro neuze, pa 'z eus bet unan all etre ho hini hag hemañ. Emezi.

Dek_lur_3_2



 

Goude bezañ soñjet ur pennadig, e kendalc'h :
- Me a gav din e vo eskemmet gant an ti-bank.
Ha c'hoazh :
- Gallout a ran eskemm anezhañ deoc'h mar karit
- Ya, laouen, trugarez ! emezon-me en ur soñjañ : "hegarata plac'h"
Memeustra ne vo ket graet an eskemm. N'eus ket trawalc'h eus ma bilhed da baeañ ma skod. Setu  e roan euroioù.
Tremen buan a ra an amzer ! Bihan e oa ar plac'h yaouank diwezhañ tro e oamp o vakañsiñ er Vro Swis, ken n'he deus soñj ebet eus ar bilhedoù o redek-diredek neuze.

Commentaires

Ya, soñj 'ta... Tud zo hag a gomz diwar-benn traoù a goust ur bern frankoú kozh... choazh... e Bro-C'hall, evel-just, tro-dro al lec'h me zo o chom di bremañ, e 35, giz ma vez laret (ha n'eo ket 101 ken, anat eo.)
Bet cheñchet kurunenn Bro-Island e 1980, disoñjet eo bet penn-da-benn abaoe pell zo.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann

Furnez an dud

Liv an amzer e Breizh

Keloù digant an ABP