« "Me a vezo pont" | Accueil | Ur wech e oa ... »

Deut tres an talbennoù war wel

Dsc01022_web1 An ti-se, ne deu ket da soñj din bezañ kavet kaer anezhañ pa oan yaouank.

 

 

 

 


En Oriant, e Merville, ma c'harter genidik emañ. Savet e oa gant un embreger saverezh-ti, anezhañ enbroad eus Bro Italia, d'ober war an dro e di-annez hag e stal.
Blaz-reizh en doa ar paotr, a gav din bremañ, hag eñ "paour astennet" aet da binvidig-mor gant labour adsevel An Oriant goude an eil brezel-bed.

Dsc01020_web Gwechal ne oa ket ar c'hiz lakaat a bep seurt liv war dalbennoù an tiez evel m'emañ bremañ. "Lorient la blanche" em boa lennet en ur gazetenn.



Dsc01022_web2 Ne zeue ket war wel tres an talbennoù ken brav ha bremañ.




Eus un draig all em eus dalc'het soñj. Birvilhet e oan gant karr-tan tiegezh an embreger-se : un Talbot. An oto-se  a oa ar brasañ eus an dud o trougveskañ anezhañ gant ar Citroen 11 pe 15 CV. Dont a rae an itron da stal-ispisiri ma mamm. Ha me eno a-wechoù da reiñ skoaz. Sed aze ma mamm o lavaret dezhi : "Sot eo ma faotr Yann gant ho karr." Ha me o klask displegañ : an Talbot a oa anezhañ ur c'harr eus ar c'hentañ !

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Salud ! Ur blog bravigoù e brezhoneg am eus...
http://mevena.canalblog.com

ken ar c'hentañ !!

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann