Distro d'an erc'h
Un ugent pe dregont vloaz a oa abaoe n'oamp ket bet o vakañsiñ er menezioù er goañv. Er bloaz-mañ en deus bet ma fried c'hoant braz da welet an erc'h. Setu-ni amañ e Crans-Montana.
Ur seurt "megalopole" eo ! Kalzik tremeniri e kêr. Erc'h ebet er ruioù, gozik !

Mat ma welomp anezhañ diwar hor ranndi e skeud ar gilli gwez sapin ha tourmantin!
Hag emañ o lugerniñ er pellder, dindan an heol, war ar barrioù uhel
da gaout ar c'hreizteiz, en tu all da draoñienn ar stêr Rhône.
En tu-mañ, e-barzh ar stasion, e vez hiset an den etrezek an tachennoù gwenn-kann gant saverezioù a bep seurt evel-just.
Derc'h da noz e oa stad en holl pennoù-bras eus an douristelezh bet aterseet gant TV Bro Swis. Biskoazh ne oa bet kement-all a dud o taremprediñ stasionoù ar vro. Ur pezh barrad erc'h ez eus bet a-nevez. Trawalc'h a zo da echuiñ ar c'houlz dispar-mañ evel zo dleet !
Brav eo ober un tamm diskuizh e-kichen ar feunteun. Daoust perak emañ ar paotr o skarzhañ e voutailhad.
Setu arru brud hon tier-krampouezh er bed a-bezh, ken e vez digoret reoù wirion gant ar (b)pizaioloed o-unan !



Commentaires