« Dek lur kozh-noe | Accueil | Ar Mabinogion »

Lady Chatterley

Gant an anoued edon c'hoazh. Dastumet riv ganin e-kreiz ar vakañsoù-goañv. Un taol tomm ha yen emichañs pa edon oc'h ober ski-foñs. Setu-me bezañ tremenet an devezh er gêr.

Evel ar re yaouank e ran : labourat gant ma urzhiataerez ha sellet ouzh ar skinwel war an dro.
Lady Chatterley a oa skignet war gCanal +. “Karantez Lady Chatterley”, ar romant-se a oa brud fall-daonet warnañ pa oan yaouank. Bet lakaet berz warnañ gant kontrollerez an Iliz.  Diaes eo kompren se hiziv rak ken glan-all eo pennadoù karantez ar film. Dre ma tibun an istor e teuont da vezañ diwiskoc'h-diwisk ken na red an daou garantez en noazh-pilh an eil war-lec'h eben er c'hoad. Hag int oc'h ober karantez a rezad an douar. Kaer-rafin ivez war-lerc'h pa fichont o c'horf gant bleunioù gouez. Seul diwiskoc'h, seul glannoc'h a c'heller lavaret evit ar film-se a-drugarez da varregezh an oberer hag ar skrivagner !

Commentaires

Salut Yann : esperans m'eus e ya gwelloc'h an traoù genit ! Ya, lady Chaterley a zo ur film bras tre da welet.
Kenavo - Christian

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann

Furnez an dud

Liv an amzer e Breizh

Keloù digant an ABP