"Me a vezo pont"
Un deiz em boa lennet ur pennad diwar-benn ur C'Hembread aet kozh hag eñ brudet-mat e-touez e genvroiz rak bleinet mat e oa ar re-mañ gantañ en aferioù o bro. Intereset e oan gant un dra a lavare hervez ar pennad : " He who wants to lead must be a bridge - An hini a fell dezhañ ren a rank bezañ ur pont ".
Ha me o paouez lenn er Mabinogion, en un arroudennad m' emañ roue Breizh Veur oc'h aloubiñ Bro Iwerzhon :
"Bendigeidfran a zeuas d'an aod, hag eñ gant e listri war-du glann ar stêr.
"Aotrou," eme e dudjentil, "gouzout a rez galloud ar stêr : n'hell den
he zreuziñ, ha pont ebet n'eus warni. Pehini eo da ali diwar-benn ur
pont?"
"Nep hini, nemet « a zo penn bezet pont». Me a vezo pont," emezañ.
Neuze eo e voe lavaret evit ar wech kentañ ar ger-se, ha hiziv c'hoazh
e talvez da grennlavar.
Ha goude gourvezet gant Bendigeidfran a-dreuz d'ar stêr e voe taolet klouedoù warnañ, hag an arme a dreuzas war e c'horre."
Talvout a ra ar mojennoù goude holl !

Commentaires