« Deut tres an talbennoù war wel | Accueil | Mere i løn - Flere hænder »

Ur wech e oa ...

Un abadenn e Brezhoneg zo savet gant ma mignon Joseph war Radio Bro Pariz. Hag eñ o c'houlenn diganin kemer perzh ha kinnig levrioù. O teskiñ ar yezh c'hoazh emaomp  hon-daou ! Bon ! Ret e vez neuñviñ pe veuziñ, evel ma vez lavaret !

Peseurt levr dibab da gentañ ?
Unan bihan, ul levrig gozik, 'm eus tapet : "Ur wech e oa" gant Albert Deshayes, embannet gant Skol-Vreizh.
Ur_wech_e_oa_web
Lakaet eo da vezañ lennet gant krennarded moarvat. Met plijus ha kelennus 'm eus kavet anezhañ. Ha dreist-holl eo skrivet e Brezhoneg yac'h hag aes e lenn. Pezh a zo pouezus-kenañ evidon hag a vo evit deskarded all war ar yezh, a dra sur, n'eus forzh pe oad int.
N'eus ket  lavaret kalz a dra diwar-benn piv eo Albert Deshayes. Ur bigouter emichañs, mestr-skol pe gelenner e Kemper, war a lennan en displegadennoù a zo roet d'an destenn.

Tri fezhig c'hoari zo, startijenn ganto. C'hoariet e oant gant skolidi e Kemper er bloavezhioù 90. Tro a oa roet dezho da lakaat o ijin o-unan e-barzh.

Setu pezh a lavar an daneveller e "Baron ar pont hag e virliton Yann" :  "Reizhet eo bet diouzh ur gontadenn, "Histoire du roi Kaboul 1er et du marmiton François Gauwain", bet savet gant Max Jacob, ha lakaet dindan ar stumm-mañ gant skolidi ar CM1, Skol staget ouzh Skol Normal Kozh Kemper ha gant o mestr."
Reuz zo savet etre ar Vigouterion hag ar C'hlaziged. Mod Krenn-Amzer, d.l.e.  kleze en o dorn. Emañ Yann o c'houlenn Gwennola, merc'h da Varon ar Pont. Daoust hag-eñ e teuio an tamm louarn a zo anezhañ a-benn d'e daol ?

"Herve an deskard Meliner" a zo ur "gontadenn, e doare Fanch an Uhel, savet e galleg gant skolidi skol Jean-Monnet (Kemper) - bloavezh-skol 1995-1996 - ha troet e brezhonek gant o mestr-skol Albert Deshayes."

"Diwar ur pezh-c'hoari bet savet e galleg gant ar vugale a 10-11 vloaz eus skol Jean-Monnet Kemper (bloawezh-skol 1991-1992)", e teu ivez "Mojenn Konomor". Hag ar pezh-c'hoari-se savet diwar al levr Gildas de Rhuys, moine celtique, gant Y. Mauffret. Ur mac'htiern eus an VII°ed kantved e oa Konomor anavet e Bro-Gernew dindan an anw a Roue Marc'h."
Tro dimp d'ober anaoudegezh gant unan eus hor mojennoù-diazezañ ! (mythes fondateurs)

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann