« Stanket porzh An Drinded | Accueil | Ne vevont ket kenkoulz hag o zud »

Design

N'ouzon ket pegoulz e oan degouezhet gant an dra gevrinus a vez graet "design" anezhi. Ha me dedennet gantañ ken ez on daoust din bezañ diouiziek a-walc'h.
Moarvat pa'm boa anavezet ma gwreg ha Bro Danmark war an dro. Rak pellvrudet eo an design eus ar vro-se. D'ar c'houlz-se, er bloavezhioù tri-ugent, e oa Arne Jacobsen (*) o ren. Anavezout a rit gador hennezh moarvat :

Brio Arne Jacobsen Series 7 chairs

Dalc'het 'm eus soñj e oan bamet gant taol ha kadorioù Eero Saarinen, anezhañ eus Bro Finland.

Saarinen_tulip_6089_low

Trugarez da www.knoll.com evit o bank skeudennoù ! (N'em eus ket gwelet e oa miret ar gwirioù.)

En deiz-all e oan aet d'ur brezegenn en ti nevez Breizh e Pariz. En un doare a vremañ eo kempennet hennezh. A-ratozh-kaer, a-hervez ! Fellout a ra da Marylise Le Branchu e vo liammet Breizh d'ur skeudenn arnevez ! Setu-me plijet o lakaat ma revr war unan eus ar c'hadorioù-mañ :

DSC01129

Ha dec'h em boa lennet en Telegram e oa enoret daou designer Breizhat gant Bro Danmark. D'ar vreudeur Bouroullec, genedig eus Kemper, eo bet roet Priz Finn Juhl (**) 2008.

Kit war o lec'hienn ha na vankit ket o gwele-kloz mod-nevez ! (--> projects, --> in the beginning)

Plijout a ra da dud Flickr ar bezhin, ....


.
Mise en ligne par j-k-b

... a c'hell an den ober a bep seurt traoù ganto : Vitra. Ker-ruz evel-just : 114 euros ar voest a 50 a c'holo 2 m2 hepken.

Ha m'ho peus amzer c'hoazh e c'hellit mont ivez war lec'hienn o luc'hskeudennerez Morganne Le Gall a zo traoù e-barzh a gavan plijus ivez

(*) En ur ober ur welladenn da liorzh Arne Jacobsen e Kopenhag an hini eo, eme Erwann Tymen, designer liorzhoù ha penn Breton, e oa deut ar c'hoant d'e vicher dezhañ .

(**) Anezhañ designer arrebeuri  : Flickr Finn Juhl

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann