« avril 2008 | Accueil | juin 2008 »

Ne vevont ket kenkoulz hag o zud

Ar pep brasañ eus an dud a rumm ganin o deus bevet gwelloc'h eget o zud. Heñvel dra gant ar re-mañ. Gwelloc'h o deus bevet eget hon tud-kozh. War a seblant ne vez ket heñvel evit hor bugale, siwazh.
Emaon o paouez lenn ur pennad e saozneg maz' eo kontet bec'h tud yaouank zo, en o 20-30 vloaz, en Europa...

Lire la suite "Ne vevont ket kenkoulz hag o zud" »

Design

N'ouzon ket pegoulz e oan degouezhet gant an dra gevrinus a vez graet "design" anezhi. Ha me dedennet gantañ ken ez on daoust din bezañ diouiziek a-walc'h.
Moarvat pa'm boa anavezet ma gwreg ha Bro Danmark war an dro. Rak pellvrudet eo an design eus ar vro-se. D'ar c'houlz-se, er bloavezhioù tri-ugent, e oa Arne Jacobsen (*) o ren. Anavezout a rit gador hennezh moarvat :

Brio Arne Jacobsen Series 7 chairs

Lire la suite "Design" »

Stanket porzh An Drinded

Setu ma oa stanket An Drinded-Karnak gant ar besketaerien e-kerzh Spi Ouest-France. Bet on dec'h o reiñ un taol-lagad. E Sant-Feliber e oan pa oa c'hoarvezet. Ha me mont da welet ...

Tud ar regatoù, harzet d'ober o redadeg, a oa an ostalerioù leun-tenn anezho. Ur radio, France-Bleu marteze, a oa klevet o skignañ war-eeun war ar c'hae. N'em eus ket gwelet ar fun a oa lakaet a-dreuz ar stêr.

Bodet e oa ar bagoù-pesketa ouzh penn ur chaoser.

DSC01008_web

Lire la suite "Stanket porzh An Drinded" »

Nijadeg an elerc'h

Bet e oan o teuler ur sell d'al loc'h e-kichen al lec'h m'emaon o chom pa vezomp e Bro Danmark. Ringkøbing Fjord e vez graet anezhañ (an "ø" a vez distaget "eu"). Ur seurt karrhent 'm eus kavet, a c'heller mont gantañ dre varc'hhouarn. Da sul d'an abardaez, ne oa den warnañ.

DSC03006

Lire la suite "Nijadeg an elerc'h" »

Mere i løn - Flere hænder

E Bro Danmark, bro ar "flexicurity" ez eus bet harz labour kalet gant re dindan ar  stad ...

Lire la suite "Mere i løn - Flere hænder" »

ar brug hag al lann