« Ur wech e oa ... | Accueil | Nijadeg an elerc'h »

Mere i løn - Flere hænder

E Bro Danmark, bro ar "flexicurity" ez eus bet harz labour kalet gant re dindan ar  stad ...

(Implijet 'm eus Bank Termenoù TermBret)

Ha setu me o tremen hebiou d'ar vanifesterien-se, manifesterezed kentoc'h, en ur vont gant ar c'harr dre ar porzh-pesketa "Hvide Sande".

Dsc02951_web Evel ma welit emaint o vale war riblenn ar straed, evel gwir Daniz, doujus d'al lezenn !

Meizet o deus e oan o fotografiañ anezho. Doare dezho bezañ plijet.

 

 

Skrivet ganto war an dornioù ruz an abegoù d'o harzlabour : "muioc'h a c'hopr" ha "muioc'h a zornioù" d.l.e. muioc'h a dud war an dachenn labour" :
Dsc02951_extr








Souezhet e viot moarvat o c'houzout ne fell ket d'an Daniz yaouank mont da labour dindan ar Stad. 6% anezho hepken a lavar en ur sontadeg e vefe gwell ganto hen ober eget labourat er gennad prevez.
Ar c'hopridi er gennad publik, eta, a vez izel o c'hlipenn ! Rak o micherioù a vez dister o brud. Ken o deus aon pennoù bras zo e yafe perzhded ar servijoù publik war fallaat rak diaes e vo dezho, moarvat, goprañ tud barrek awalc'h.
Dav eo adreiñ o prestij d'ar vicherioù-se, eta. Mat. Met daoust hag e vo trawalc'h lakaat kresk war ar goproù ? Tud zo hag a gav dezho ne vo ket.
Ar gopr, emezo, n'eo ken nemet unan eus an arventennoù (parametroù). Re all zo hag a zo didermenet ar prestij diouto : an doare da enoriñ an dud, d'o stummiñ, da aozañ ha da zibunañ o labour ha m.o.m...

N.B. Diouzh ar c'heleier diwezhañ emañ ar c'hrevisted oc'h ober o meno eus an emglev marc'hataet etre o sindikat ha kevredigezh ar c'humunioù. Ur bern traoù o deus bet ha, drol-awalc'h, diaes eo jediñ pegement e vo kresk o fae. Darn a lâr war-dro 13%.

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann