« Mere i løn - Flere hænder | Accueil | Stanket porzh An Drinded »

Nijadeg an elerc'h

Bet e oan o teuler ur sell d'al loc'h e-kichen al lec'h m'emaon o chom pa vezomp e Bro Danmark. Ringkøbing Fjord e vez graet anezhañ (an "ø" a vez distaget "eu"). Ur seurt karrhent 'm eus kavet, a c'heller mont gantañ dre varc'hhouarn. Da sul d'an abardaez, ne oa den warnañ.

DSC03006

Tremen a ris ebioù d'un ti magañ visoned dilezet.

DSC02990

Manet eo c'hoazh ar c'hawigelloù ma oa serret ar paour-kaezh loened enno.

DSC02991

Ur vroeneg ledan a c'holo ribl al loc'h.

DSC03001

Diwarni e teu ar plouz-to a zo lakaet c'hoazh er c'horn-bro-mañ war doenn meur a di kozh war ar maez ha meur a di vakañsoù nevez.

DSC02993

Spurmantañ a ris elerc'h war neuñv, sioulig. Kentañ gwech din gwelet kement-all bodet asambles.

DSC03018

Darn anezho a gemeras aon ragon. Setu int nijet kuit ! Fromus e oa o gwelet o tibradañ pounner, o divaskell hag o dreid o skeiñ gant an dour !

DSC03016_pj

Re all a oa dispont. Chom a raent difiñv daoust da nijadeg ar gwazi a-zioc'h o fenn.

DSC03018_pj2

En tu all d'al loc'h, e porzh kêr Ringkøbing e spurmanter pevar c'horn gwenn al labouradeg Westas, anezhi produerez vrudet rodoù-avel, a vez gwelet meur a hini anezho er gwelva ...

DSC03001

hag ... en dremwell.

DSC03026 (2)

Ur pezh mell ti magañ loened ez eus ivez. Chatal pe moc'h ? Gwelet 'vo ... ur wech all.

DSC03018_pj2

(An holl albom war Flickr. Da vrasaat al luc'hskeudennoù e Flickr, klikit war ar sin "+" a-us dezho.)

N.B. Distroet e Frañs 'm eus gwelet er skinwel skeudennoù hag a degase soñj din em fourmenadenn. En un abadennig diwar-benn park rannvroadel Ar Briver e veze displeget e vicher gant ur plouz-toer : "ret eo kizellañ ar plouz war an doenn" emezañ. Ur wech all e klemme tud o chom e-kichenn ur park rannvroadel all peogwir e oa re a elerc'h er c'horn-bro. "Debriñ a reont an trevadoù." emezo !

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann