Brudet eo IKEA evit o arrebeuri design kaer ha marc'had-mat. Un dra all anezho a blij din : ar gafeteria an hini eo! En deiz all p'edo ma gwreg oc'h ober un dro e Paris ha p'em boa-me d'ober e kêr, setu un digarez da zont da zebriñ lein amañ! Ken marc'had-mat hag an arrebeuri eo. Gwelit hoc'h-unan an notenn:
Morzhed houad gant pebr glas oa meuz an devez. Un dartezenn-ber 'm eus bet ha Julie ha lakaat "baba au rhum". Bon !
Blaz mat forzh penaos.
Mard oc'h kurius eus boued Bro Suede, e c'hallit dibab meuzioù ac'hano ivez : logod-kig (pe bouloud? = boulettes), eog mogedet pe hezet (mariné), kouignoù eus ar vro ha m.o.m. Kafe mod ma mamm-gozh en abondañs hag ur stal ispisiri da gas un tamm hag ul lomm d'ar gêr ganeoc'h.


setu amañ zignan al liamm etrezek va blog, m'ho peus c'hoant d'e vruda war ho plog e vijen kontent ma vije greet ano dioutañ, abenn emberr enta war :
envazao.over-blog.fr
Frank
Rédigé par : Frank Bodenes | 31/10/2010 à 10:45