«En deiz-se e oa erc'h ha skorn war an douar». (Jules Gros)
Ha me n'em boa ket lakaet evezh d'an "alerte orange". Da greizteiz e oan pedet da bred ar re gozh gant tud eus "informatique ar Groupe Renault". Ha me aet kuit eus an embregerezh-se gozik tregont vloaz zo. Ha da 6 eur d'abardaez e oa abadenn kevredigezhioù ar Vretoned eus Pariz diwar-benn pol kevezusted mor (*). Boas on da vont gant an tren eus ma c'horn banlev da Bariz. Met ne oa ket aes mont evel-se d'al lec'h ma oa dalc'het ar pred e Boulogne-Billancourt. Ouzhpenn-se edon e sell d'ober un tamm diskuizh en un tu bennak e-kerzh an enderv. Em c'harr, en ur parking e vefe aes en ober. Setu-me gant ma c'harr.
Dre voger-wer sal-debriñ tud Renault, e-keit ma oa ar pred o tibuniñ, e welen rideoz an erc'h o kouezhañ el liorzhoù diwar-dro. Kaer-kenañ.
Aet diouzh taol, en ur vont er-maez, e welis e oa tev a-walc'h an erc'henn. Loc'het ma c'harr, a-benn ur c'hant metrad ez eas war ramp. Darbet din skeiñ gant ar seurt peulioù a vez lakaet war ribloù ar straedoù da virout ouzh ar c'hirri a barkañ warno. Dre chañs e oa ur blas-arsaviñ war vord ar ru. Setu-me o lezel ma c'harr eno ha mont gant an tren-buzhug da gentañ ha bale un tamm da aveliñ ma fenn da c'houde. Re abred e oan arru evit mont tre diouzhtu da emvod ar Vretoned. Met e-kichen ti-gar Montparnasse edon. Mont a ris d'ar sal-c'hortoz. Dre chañs e oa ur gador-vrec'h diac'hub e-kichen ul lugell: gallout a raen diskuizh e-serr kas en dro ma smartphone hep diskargañ anezhañ.
Echu prezegennoù an emvod, an holl gant o banne, e tigoris ma fellgomz. Ur gemennadenn oa bet lakaet gant ma gwreg. Rouestlet e oa tro-war-droioù Pariz, emezi, stanket an holl gourheñchoù a-hervez. Ma kemerfen an tren, ne gredfe ket mont d'an arsav SNCF da'm c'herc'hat. Gwell din klask eul leti e Pariz evit an noz.
Setu o pellgomz da Accor: leun-klok holl o c'hambroù. Ne gav ket dezho e kavin unan e Pariz. Mont a ris da welet ul leti hag em boa merzet e straed Delambre e-kichen Ti ar Vretoned (**) : «Paour-kaezh den, un daou-ugent a dud zo deuet c'hoazh en aner eveldoc'h» eme ar beilher ha pa vez gounezet ma zammig "odise" gantañ : «gwell eo deoc'h distreiñ da vBoulogne, eno emichañs e vo aesoc'h deoc'h kavout ul leti ha forzh penaos e vo tommoc'h deoc'h en ho karr. »
Kemer a ris penn an hent etrezek Boulogne ha lakaat selaoueroù radio ma fellgomz em divskouarn. Ruilh-diruilh ar martezeadennoù em fenn. Dirak ti-gar Montparnasse e soñjis : «ha maz afen gant an tren memestra, e c'hellfen bale eus an arsav d'ar gêr, n'eus nemet 3-4 km». Mont a ris tre. Dizale e klevis er radio e oa bec'h gant ar SNCF ivez. Setu me o tiskenn betek arsav ar metro dindan an ti-gar. En ur barkañ ma c'harr em boa gwelet ur polis e ged dirak un ti doare dezhañ da vezañ un ti-polis. Mont a rin di, a soñjis, ha goulenn ganto doare Gourhent ar C'hornog. Ha ma n'eo ket distanket c'hoazh ra vo kempennet ur repu bennak gant ti-kêr Boulogne.
En ur zont er-maez eus ar metro e welis edo ar c'hirri o vont war-raok goustadig etrezek Pont Saint-Cloud. «Goanag zo gant ar gourhent», emezon etre ma choug ha ma roched. Pa voen erru e-tal ma c'harr, gedour-polis ebet, lazhet ar goulou en ti n'eus warnañ neuz ti-polis ebet ken. Diegi am boa da dremen an noz eno er ru, ha pa vefe em c'harr. Gwell ganin mont da welet ma-unan doare Gourhent ar C'hornog.
Pasianted em boe ezhomm da vont war-raok ur 100 metrad bennak eus kroashent-tro Rhin-et-Danube da Bont Saint-Cloud. Eno e oa rannet ar c'hirri etre daou steudad disheñvel. An hini a yae etrezek Tunnel Saint-Cloud a oa ar berrañ. Brav e oa din neuze. War ar re a rank treuziñ kêr Saint-Cloud e vo ar bec'h. En tunnel ez ejomp 10 km an eur. Goude e kreskas hon tizh tamm ha tamm betek 20-30 km an eur. Kirri-samm oa parket war ribl an hent ha kirri doare dezho bezañ bet dilezet. P'edon o tostaat da vont-er-maez Rocquencourt, e kavis din e oa stanket an hent. Pa voen tostoc'h c'hoazh e welis edon ar c'hirri o vont er-maez e daou steudad. War o gorregezh edont, en ur stankadeg un km. Un noz spontus o do o bleinerien, war a glevo an deiz war-lerc'h. Tamm ha tamm, war ma hent-me, e teue ar vleinerien da vezañ hardisoc'h. Betek re a gav din rak edon o santañ storlok rodoù ma c'harr gant ar skorn. Evidon-me, bremañ pa oa diac'hub an hent ne felle ket din pakañ ur gwallzarvoud sot.
Edo ar goulou war enaou e savadurioù an takad armerzh e kêriadenn eus du-mañ. Tud war o bale, o tont eus ar restaorant moarvat, war-bouez tremen an noz en o burevioù e kroazis. Un tamm stress oa warnon p'edon o tegouezh gant an diskenn serzh a gas da'm zi. War e bouezig e vleinis ma c'harr. Setu-me er gêr. Ha ma gwreg ha me o sellet er skinwel ouzh ar bec'h e oan aet dioutañ.
(*) pôle de compétitivité mer
(**) Mission Bretonne



Les commentaires récents