Al listenn-mañ zo bet savet gant kevredigezh an droadeien(*) eus Bro-Danmark, studiet ganti ar gwall zarvoudoù maz eus bet lazhet troadeien. Emichañs e talvezo d'ar Vretoned ivez.
1) Kerzhit gant ribl an hent... Paz eus anezhañ.
2) ... Petramant kerzhit gant tu kleiz an hent.
3) Un tamm fluo pe ur c'houlaouenn a vo ganeoc'h pa vezo teñval.
4) Arabat mont a-drek ar gweturajoù o vont war a-dreñv.
5) Arabat dont war an hent ken na vo aet kuit ar bus.
6) Bezit war evezh en treuzennoù-troadeg.
7) Diwallit ouzh ar c'hirri-boutin hag ouzh ar c'hirri-samm dreist-holl.
8) Arabat dont war an hent d'ar red.
9) Mard oc'h senior emaoc'h muioc'h war var.
10) Deskit reolennoù an tremenerezh d'ho pugale. Bezit c'hwi hoc'h-unan ur skouer vat.
E Bro-Danmark e ra ar re zo war o leve 1/3 eus ar re lazhet. 66% eus ar gwall zarvoudoù a zegouezh en hanter-vloaz ar goañv.
(*) ar re a ya war droad. Ar bietoned kwa.


Les commentaires récents