blogyann

ar bed ganin e brezhoneg

edificio bretagne

Kavet an toullad skeudennoù-mañ en ur surfañ war Flickr. Eus un ti e Sao Paolo ez eus anv war a seblant. Hag eñ interesant ar savouriez anezhañ. Bretagne a vez graet dioutañ. Marteze ez ouzit Portugaleg hag e roiot deomp da gompren an istor.

Edificio Bretagne, 195?

15/11/2008 dans a bep seurt | Lien permanent | Commentaires (0)

Le Père éternel

Pere_eternel_jpg Pa oan bihanig, 4-5 bloaz din, e dibenn an eil brezel bed, e oan bet o chom e Kêr An Alre. Eno e oa ma zud o c'hortoz Kêr An Oriant digor. War an dosenn a-dal da Borzh Goustan, e-kichen kouent "le Père éternel", en ti a vez graet dezhañ "le Petit Château", a oa hor rann-di. Da skol-vamm ledanezed ar gouent ez aen.

Ha me bremañ, pa zeuan d'An Alre, o klenkañ ma c'harr alies er parking e-tal chapel ar gouent. Sachet ma evezh gant ur skritellad ouzh moger homañ  hag a lavar : amañ oa roet lañs da urzh frered ar skolioù kristen ur c'hantved  hanter zo. Savet din ar c'hoant da visitañ ha serr nor ar chapel bewezh.

Betek ma oa kiniget gweladeg chapelioù Bro An Alre gant ti an douristelezh. Ha me da zont pa oa erru tro chapel ar "Père Éternel."
Ur seurt sal vras eo, savet e-barzh ti-bras ar gouent (er penn pellañ al luc'hskeudenn). Da dennañ selloù eo ar c'hadorioù-chantele, un tregont pe zaou-ugent anezho, bet skizellet gant frered  Chartreuse an Alre, e penn all da gêr.

Ul ledanez kozh a oa eno, interesus he displegadennoù. N'emañ ket hec'h urzh o ren skolioù ken. En tud laik int fiziet :
"Ni a ro lañs d'an traoù, emezi, ha pa vezont o vont en dro, e klaskomp tud  hag a ray war o zro."
Deut en-dro da di ma mamm e Kêr an Oriant, em boa kontet dezhi.
"C'hwi ne blije ket deoc'h mont  d'ar skol-vamm" emezi "Lavaret ho poa din" :
« Ne fell ket din mont d'ar skol ken, mamm, bet staget ouzh ar bank gant seur Hélène !»
"War ar maez  e oac'h bet pell o chom" eme ma mamm c'hoazh "ha ne vezec'h ket evit menel en ho plas !"

NB : E Gwened e oa bet diazezet urzh ledanezed "de la charité Saint-Louis", a zo "Le Père Eternel " en Alre unan eus o c'houent. Hag int bremañ staliet e meur a vro. Un tamm istor diwar o fenn a gaviot war lec'hienn o zi e Bro Gebeg.

10/11/2008 dans a bep seurt | Lien permanent | Commentaires (0)

Jukkasjärvi kyrka


Jukkasjärvi kyrka, première mise en ligne par j.o.r.o..

Ken kaer hag unan e Breizh :-)

07/10/2008 dans a bep seurt | Lien permanent | Commentaires (0)

Distro d'an erc'h

Un ugent pe dregont vloaz a oa abaoe n'oamp ket bet o vakañsiñ er menezioù er goañv. Er bloaz-mañ en deus bet ma fried c'hoant braz da welet an erc'h. Setu-ni amañ e Crans-Montana.

Lire la suite "Distro d'an erc'h" »

02/03/2008 dans a bep seurt | Lien permanent | Commentaires (0)

Les notes récentes

  • Yann armerzhour
  • Ar chas daonet ... nemet e vefe o mistri
  • gwerenn gozh
  • edificio bretagne
  • Kollet santimant ar c'haer ganeomp ?
  • Div eñvorenn bugaleaj
  • Le Père éternel
  • Levrioù en Brezhoneg war eBay
  • Priz Ti-savouriezh e Breizh 2008
  • E ti Suzanne

Les commentaires récents

  • teod-karv sur Ar chas daonet ... nemet e vefe o mistri
  • kidano sur Filmig galv ar c'hoad
  • kidano sur Filmig galv ar c'hoad
  • Ingivaldur sur Yezh ur ouenn
  • christian sur Lady Chatterley
  • Mevena sur Deut tres an talbennoù war wel
  • Ingivaldur sur Dek lur kozh-noe
  • sur bloavezh mat 2008
  • Ingivaldur sur bloavezh mat 2008
  • christian sur bloavezh mat 2008

Catégories

  • a bep seurt
  • armerzh
  • arroudennoù
  • cheñchamant a deu er bed
  • endro
  • istoriouigoù tavarn ... pe ar seurt-se
  • levrioù
  • O stummiñ hor menoioù
  • videoioù
  • war hent design Breizh

liammoù

  • IS-101
  • Red an dour
  • Rezore
  • Ti ar Brezhoneg
  • Ur Bed E BrezHOneG
  • zzz liammoù all

Stadegoù

  • Eus pelec'h e teuit
    Locations of visitors to this page
Blog powered by TypePad

ar brug hag al lann

À propos de l'auteur

Abonnez-vous à ce blog (XML)

Archives

  • mai 2009
  • janvier 2009
  • novembre 2008
  • octobre 2008
  • septembre 2008
  • juillet 2008
  • juin 2008
  • mai 2008
  • avril 2008
  • mars 2008

Plus...

Keloù digant an ABP