blogyann

ar bed ganin e brezhoneg

Yann armerzhour

Kozh eo an amzer abaoe 'm eus skrivet er blog-mañ. Deuet eo din ar c'hoant da skrivañ diwar-benn danvez ma micher gozh, d.l.e. an armerzh. Setu savet ur blog nevez ganin war Nireblog : Yannarmerzhour e anv.

04/05/2009 dans cheñchamant a deu er bed | Lien permanent | Commentaires (0)

Kollet santimant ar c'haer ganeomp ?

Setu pezh a vez soñjet pa valeer e kêr-mañ evel e meur a gêr all

Ar c'hozh da vezañ kempennet gwell a-wechoù:


DSC01345

DSC01343

DSC01333

DSC01340_web


DSC01341

Hag an nevez, aloubet gant giz "Provañs-nevez" :


DSC01327

DSC01367_web

DSC01342_web

Un tamm gwelloc'h a vez memestra :-)

DSC01326_web


13/11/2008 dans cheñchamant a deu er bed | Lien permanent | Commentaires (0)

Div eñvorenn bugaleaj

Gwelet an daou vachin-mañ en ur bourmenn e Tizieu-Jameyzieu kostez Lyon. Ha degaset koun ganto eus ar vakañsoù a dremenen e atant ma zad-kozh. Tennet e oant gant kezeg. Kempennet brav int o-daou.

An arar :


DSC01324

Hag ar falc'herez (pe an droc'herez ?)

DSC01321

13/11/2008 dans cheñchamant a deu er bed | Lien permanent | Commentaires (0)

Lezenn ar momeder pe zibenn ar C'hevalaerezh ?

Bremañ gant enkadenn an arc'hant bras n'eus ken nemet anv eus distro ar Stad.

Ha tregont bloaz zo e soñje d'an Amerikaned ha d'ar Saozon e oa aet o broioù re bell war hent ar "sokialouriezh". Sac'het e oa o ekonomiezh. Setu lakaet Margaret Thatcher ha Ronald Regan e penn o gouarnamant ganto. Hag ar re-se da reiñ lañs d'ar momeder war-gaoud ar frankizouriezh.

An ekonomiezh war-lerc'h-se a oa startijenn ganti da gentañ. Pinvidigezh zo bet krouet. Aet an teknologiezh nevez war-raok. Broioù Gevred Asia a zo bet graet o mad ganto. Betek broioù zo en Afrika hag a zo o armerzh o loc'hañ. Ret eo lavaret ez eus traoù fall ivez. Direizhderioù bras zo. En arvar emañ "la classe moyenne" e broioù ar C'hornog. An ekologourien a zo droug enno o welet stad hor flanedenn.

Aet an traoù fonnusoc'h-fonnus ken na oa kollet o skiant gant ur bern tud. Gant bankerien zo evel-just, ha gant tud gouarnamant ivez, hag o deus nac'het sevel reolennoù da ziogeliñ ar "subprimes" gwall-vrudet : What went wrong (E saozneg eo. Met buhez-buhezek ar gontadenn).


"Lezenn ar momeder eo" ( loi du pendule) 'm eus lennet en ur gazetenn : pa vez aet hennezh pell awalc'h war un tu e vez sachet d'an tu all.

Marteze darn ac'hanoc'h o doa lennet eveldon e Le Monde (12.10.08) un aterseadenn gant an aotroù Immanuel Wallerstein, anezhañ sokiologour e Skol-Veur Yale ha diskibl Fernand Braudel, hemañ diwezhañ, Doue d'e bardono, bet istorour bras e vrud. Studiet en deus amzerioù sistemoù bras an Istor. Emañ ar C'hevalaerezh oc'h ober e dalaroù, emezañ, ha pennadurezh galloud-dreist ar Stadoù-Unanet ivez en e serr. Bon ... n'eo ket diouzhtu en hor raok. Kant bloaz (1450-1550) en defe padet ganedigezh ar C'hevalaerezh ! Ha ne ouie den petra oa o tont war wel. Ur wech e-barzh hepken e oa lavaret : setu ar C'hevalaerezh !

20/10/2008 dans cheñchamant a deu er bed | Lien permanent | Commentaires (0)

war goazañ

War goazañ e ya ar paour-kaez kevredigezh keodedel (1). En hon sevenadur hag e pep lec'h ivez.

N'eus ket pell e yae Ofis ar brezhoneg da zDFKS "Diazezadur Foran a Genlabour Sevenadurel" (2). D.l.e. e vo renet gant tud e karg hag a zeuio eus ar rannvro. Gand tud dibabet gant bed sevenadur Breizh ne vo ket ken. Droug er re-se. Aon o deus e yelo o levezon da get.

Ra vo brav d'ar c'hopridi koulskoude ma vo startoc'h o implj. Daoust ma 'z aint da dud e karg.

Bremañ 'm eus klevet e c'hoarvezo un hevelep tra gant Kuzul Sevenadur Breizh (KSB) ha Skol Uhel ar Vro (SUV) (3). Ar re-se a yelo da Guzul Sevenadurel Rannvro Breizh e-kichen Kuzul ar Rannvro (4) ha Kuzul armerzhel ha sokial ar rannvro (KASR) (5)

Tud ar gevredigezh keodedel, petra a soñj dezho ? Daoust hag o deus c'hoant da gregiñ e-barzh gant labour evit ar re-all ? Da skouer da skoazellañ hag harpañ ar re fall o flanedenn, da reiñ dorn dezho p'o deus ezhomm.

P'edon e Bro Danmark em boa lennet disoc'hoù un enklask a c'houlenne se ganto. N'o deus ket c'hoant a respontent. Ar Stad an hini eo, emezo, a dlefe kemer se e karg ! Setu dipitet ar modiern, ur frankizour anezhañ, en doa urzhiet an enklask hag-eñ c'hoant dezhañ koazañ ar Stad, n'eo ket ar gevredigezh keodedel.

Ha me 'm eus aon em bije respontet evel an Daniz-se. Perak emaon o klemm neuze ? :-)


(1) société civile
(2) EPCC e Galleg flour : Etablissement Public de Coopération Culturelle"
(3) Conseil et Institut Culturels de Bretagne
(4) Conseil Régional
(5) Conseil économique et social régional.

04/10/2008 dans cheñchamant a deu er bed | Lien permanent | Commentaires (0)

planedennoù heñvel ?

Chapellesttheyvertical_3



Ra chomo pell c'hoazh en e sav
Ar chapelig war ribl ar mor
Ma c'hello Sant Tei diwar e zor
gwelet ar bageier o treizañ...




Setu , hervez www.cleden-cap-sizun.com, pezh eus eur kantik diwar-benn chapelig brudet Sant Tei (Saint-They) war Veg ar Vann.



Gant ar barrioù amzer ez afe ar mor war-raok hag an tornaod war-gil


En arvar emañ ivez Chapelig Maarup e Bro Danmark.

 

Chapel Maarup
Lakaet en linenn gant mari paintbox

Evel ma welit mar karit mont amañ : Politiken ,
emañ honnezh war-nes kouezhañ war an draezhenn. Hag -hi savet 2 (g)km eus an aod er bloavez ... 1200.

Mall zo war an dud e-karg ha tabud zo diwar-benn penaoz e vo saveteet.

Emañ ar gouarnamant e soñj he disevel hag adsevel e lec'h all. N'int ket a-du Mignoned Chapel Maarup gant se. Hag int o lavaret e c'hell hag e tle bezañ miret ar chapel war al lec'h m'emañ. Da lavaras int n 'eus ken nemed pompañ 100.000 m3 traezh diraki hag ober gant teknologiezh an embregerezh Skagen Innovation Center da harzañ anezho ! Ma lennit Saozneg ha mard eus ur fizikour eus an tamm ac'hanoch, kit neuze war lec'hienn ar re-ze ha lennit ar pezh "theory" e ditl :-)

18/09/2008 dans cheñchamant a deu er bed | Lien permanent | Commentaires (0)

Stanket porzh An Drinded

Setu ma oa stanket An Drinded-Karnak gant ar besketaerien e-kerzh Spi Ouest-France. Bet on dec'h o reiñ un taol-lagad. E Sant-Feliber e oan pa oa c'hoarvezet. Ha me mont da welet ...

Tud ar regatoù, harzet d'ober o redadeg, a oa an ostalerioù leun-tenn anezho. Ur radio, France-Bleu marteze, a oa klevet o skignañ war-eeun war ar c'hae. N'em eus ket gwelet ar fun a oa lakaet a-dreuz ar stêr.

Bodet e oa ar bagoù-pesketa ouzh penn ur chaoser.

DSC01008_web

Lire la suite "Stanket porzh An Drinded" »

14/05/2008 dans cheñchamant a deu er bed | Lien permanent | Commentaires (0)

Lady Chatterley

Gant an anoued edon c'hoazh. Dastumet riv ganin e-kreiz ar vakañsoù-goañv. Un taol tomm ha yen emichañs pa edon oc'h ober ski-foñs. Setu-me bezañ tremenet an devezh er gêr.

Lire la suite "Lady Chatterley" »

12/03/2008 dans cheñchamant a deu er bed | Lien permanent | Commentaires (1)

Dek lur kozh-noe

Emaon o paouez prenañ ur vandennen elastoplast en ur farmasi amañ e Bro Swis. Ur bilhed deg lur bet roet din gant ma fried e lakaan da baeañ.

Dek_lur_1

 

 

 

Lire la suite "Dek lur kozh-noe" »

03/03/2008 dans cheñchamant a deu er bed | Lien permanent | Commentaires (1)

Petra zo c'hoarvezet gant hor peorion ?

Emaon o paouez lenn ur pennad er Figaro diwar-benn darempredoù etre Afrika ha Bro Gina : “Pennoù-bras Afrika boemet gant Bro Gina". N'eus ket pell ...

Lire la suite "Petra zo c'hoarvezet gant hor peorion ?" »

03/02/2008 dans cheñchamant a deu er bed | Lien permanent | Commentaires (0)

»

Les notes récentes

  • Yann armerzhour
  • Ar chas daonet ... nemet e vefe o mistri
  • gwerenn gozh
  • edificio bretagne
  • Kollet santimant ar c'haer ganeomp ?
  • Div eñvorenn bugaleaj
  • Le Père éternel
  • Levrioù en Brezhoneg war eBay
  • Priz Ti-savouriezh e Breizh 2008
  • E ti Suzanne

Les commentaires récents

  • teod-karv sur Ar chas daonet ... nemet e vefe o mistri
  • kidano sur Filmig galv ar c'hoad
  • kidano sur Filmig galv ar c'hoad
  • Ingivaldur sur Yezh ur ouenn
  • christian sur Lady Chatterley
  • Mevena sur Deut tres an talbennoù war wel
  • Ingivaldur sur Dek lur kozh-noe
  • sur bloavezh mat 2008
  • Ingivaldur sur bloavezh mat 2008
  • christian sur bloavezh mat 2008

Catégories

  • a bep seurt
  • armerzh
  • arroudennoù
  • cheñchamant a deu er bed
  • endro
  • istoriouigoù tavarn ... pe ar seurt-se
  • levrioù
  • O stummiñ hor menoioù
  • videoioù
  • war hent design Breizh

liammoù

  • IS-101
  • Red an dour
  • Rezore
  • Ti ar Brezhoneg
  • Ur Bed E BrezHOneG
  • zzz liammoù all

Stadegoù

  • Eus pelec'h e teuit
    Locations of visitors to this page
Blog powered by TypePad

ar brug hag al lann

À propos de l'auteur

Abonnez-vous à ce blog (XML)

Archives

  • mai 2009
  • janvier 2009
  • novembre 2008
  • octobre 2008
  • septembre 2008
  • juillet 2008
  • juin 2008
  • mai 2008
  • avril 2008
  • mars 2008

Plus...

Keloù digant an ABP