savet jeu etre ar gerioù

Ar gerioù-mañ : gwevnded (flexibilité), diogel (sécurité), diasur (précarité), implij, mab-den, dav d'an den lakaat evezh d'e zoare da c'hoari ganto.
Hervez an aotrou Jacques Voisin eus ar CFTC eo ret lakaat diogel ha gwevnded en urzh a-feson : diogel a-raok gwevnded.
An aotrou Chérèque en doa lavaret e Le Monde dec'h : "Diogeliñ kreñvoc'h an den en ur marc'had labour gwevnoc'h : eno emañ an dalc'h "
Klevet e vez ivez : diogeliñ an implijad ha neket an implij.
Kavout a ra din ne fell ket d'an aotrou Le Duigou, niverenn 2 ar CGT, klevet eus gwevnded an implij. Ma 'm eus komprenet mat anezhañ diantav.
" Daoust hag-eñ eo prest ar sindikadoù da anzav eo ar gwevnded ret evit krouiñ implij " eme an aotrou Villepin. "Atahinerezh eo" zo bet respontet gant an itron Biaggi, niv. 2 FO anezhi. Setu, war linenn ar CGT emañ FO evit doare.
Ha me o soñjal er pezh a lavar Edgar Morin diwar-benn al luzierezh (*) : un dae hag a c'houlenn ouzh an den da sellet, war un dro, ouzh daou zoare a seblant lavar-dislavar en un dra nemeti. Ur ger pouezus all : seblant.

un ti gwasoc'h eget ar c'harter

Emaon o vale a-hed Straed ar Cherche-midi. Gwelet ganin ur mellad-ti a gavan kaer-kenañ. Meizout a ran eo ken kaer-all an ti en e gichen ... hag un tredie ...


Imgp0571_rduite Imgp0571_1
  Imgp0571_2
Imgp0571_3
Imgp0574_r


Hag a-benn ar fin ar peurliesañ eus tier ar ru.

Imgp0573_r







Pa 'maon erru e Straed roazhon e spurmantan Tour Montparnasse.

Imgp0575_r_1






(Ya, goût a ran. Laouen ar baotred bezañ war ar skeudenn ! :-) )

Dont a ra soñj din eus ar pezh en doa lavaret modiern ar saverezh d'ar c'houlz ma oa savet an tour. Tabut braz a oa. E soñj e oa ar saverien-ti sevel ur c'harter sort savadurioù. Droug er Re C'hlaz ha tud all a c'houlenne groñs e vefe harzet an dra-se evel-just.

"A-benn ar fin e vo savet an tour-se hepken hag e vo divalavoc'h eget  ar c'harter a-bezh" eme an Aotrou Albin Chalandon.

"gwevndiogel" pe "diogwevnded" ?

Flexicurity : ar ger-se diouzh ar c'hiz bremañ, petra vo graet anezhañ e brezhoneg ?

Flexibility : gwevnded
Security : diogel

Setu "gwevndiogel" ?

Ar CFTC, ne blij ket an urzh-se dezhi : kit da welet du CPE à la sécuri-flexibilité.

Setu "diogwevnded" e vo ?

Dont a ra d'am spered e vez lakaet an anv gwan araok an anv e Saozneg hag e Daneg ha war-lerc'h an anv e Galleg hag e Brezhoneg.

Gwelet 'm eus an Ao. Jacques Voisin sekretour ar CFTC war LCI d'ar beure. Plijet on bet gant ar pezh en deus lavaret. Drouglaouen ar paotr e oa bet graet fae war labour e sindikat pa oa bet da gaout Villepin a-nevez zo.

Klaoustre Pascal hag ar marc'had

Anv 'z eus bet dec'h pe gent e kazetennoù zo eus un enklask bet graet gant Globescan evit Skol-Meur Maryland. Ober a ra Globescan sondadegoù diwar-benn menoioù an dud eus broioù er bed a-bezh.

Ar wech-mañ e oa bet sondet tud eus 20 bro, Frañs en o zouez, war ekonomiezh varc'had.
Daoust hag-eñ eo ekonomiezh varc'had ar gwellañ sistem ? E kazi-holl ar broioù e vez respontet "ya" estreget e Frañs.
Daoust hag-eñ eo dav reoliata an embregerezhioù braz ? "Ya" a respont pep bro.

Setu e vann goulennoù ganin :

Daoust hag-eñ e vo an doare reoliata gant ar vro na blij ket dezhi ar marc'had heñvel ouzh hini ar broioù all ?

Peseurt kemm diouzh ar re all a c'hall bezañ pa 'z eo digor ar marc'had ?

Daoust hag-eñ e rafe Klaoustre Pascal an akuit amañ ? :-)

Mar gouzoc'h Saozneg kit da Globescan

skizofrenia

Lenn a ran bemdez keloù eus Bro Danmark(*). Disheñvel-rik doare poltik e Frañs ouzh hini er vro-se er mare-mañ.

E Frañs emañ an traoù o vezañ divizet dre dalañ ar straed hag ar gouarnamant an eil ouzh egile.

E Bro Danmark emañ ar gouarnamant o paouez diskuliañ e ginnig-strategiezh a-zivout an hollvedelaat. Lenn e saozneg : http://www.cphpost.dk/get/94547.html ) . Roet eo bet d'ur c'huzul a zo graet "kuzul an hollvedelaat" anezhañ (globaliserings råd). Dezhañ da sturiañ an dael gant neb a fell dezhañ kemer perzh. Tud eus ar gouarnamant, eus ar sindikat, eus strolladoù ar c'hoprerien, kelennerien eus ar skolioù meur ... a zo e-barzh.
Emichañs, e dibenn ar processus-se, e vo un emglev etre ar peurliesañ eus ar partioù-politik eus an daou du, evel ma vezont kustum d'ober pa vez pouezus a-walc'h an dalc'h.

Daoust hag-eñ ez eus ur chañsig bennak e teufe mod F da vezañ peuzheñvel ouzh doare DK ? (da gendelc'her)

(*) hag un tamm  ivez eus broioù Skandinavia. Ar re a oar saozneg a c'hell ober kement-all pa 'z eus kazetennoù er yezh-se e pep bro, nemet Enez Skorn war a seblant. Lakaat a ran arroudennoù lenn war www.patromdk.org

Ar manac'herezh hag ar manajement

Gwelet 'm eus lod eus un abadenn gant Arte diwar-benn ar manac'herezh. Aterseet e oa ur manac'h alamant, skrivagner brudet anezhañ, hag a gelenn ar "manajement" ivez. En e gentelioù e tenn skouerioù eus reolenn Sant Beneat, renet an abatiez katolik ganti. Hag eñ o venegiñ an alioù a roe ar sant evit dibab arboeller un abati. Ha dibunet roll perzhioù-mat ar paotr-se. Meneget ar pezh pouezusañ da ziwezhañ evel just : dibab unan hag a zo a-unan gantañ e-unan (hum ... kalzig a "unan"où er frasenn-mañ). D.l.e. un den seder, sioul, kempouez e spered.

Gwechall gozh e oa renet an abatiez gant reolenn Sant-Koulm. Diouzh meno http://fr.wikikto.org/index.php/Colomban e oa re galet. Setu perak e oa bet lakaet reolenn Sant Beneat en e lec'h. A-hervez en doa ranket Nomenoe asantiñ en e emglev gant roue Frañs e vefe renet abatiez Breizh gant reolenn Sant Beneat.

Ha me o klask gouzout hag en doa lavaret Sant Koulm un dra bennak diwar-benn dibab ar "vanajerien". En ur skrid diverrañ e reolenn http://www.umilta.net/columban.html n'em eus kavet tra diwar-benn an danvez estreget ar frasenn-mañ : “Speak not except on business “ ! E latineg eo ar skrid klot nemetañ 'm eus kavet : http://www.ucc.ie/celt/published/L201052.html ha pell zo abaoe ma devezhioù er skol :-)

Da belec'h emañ an TV o vont

Goulenn ur pennad Telerama eo. Pe kentoc'h : "Daoust hag-eñ emañ forom kentañ ar C'hevredigezhioù eus ar C'hornog o vont da get ?"
Gant skinwel tadig emañ bodet an holl dud dirak o skram er memes poent, o sellet ouzh ar memes abadennoù. Kazeterien an TV an hini eo a gomz. An arvesterien an hini eo ar re a sell hag a selaou.  Diwar ar c'hrec'h betek an traoñ e ya ar c'homzoù hag ar skeudennoù.
Gant an internet emañ ar patrom-se o tispenn. Gallout a ra an dud :

  • dibab an eur ma fell dezho arvestiñ,
  • dibab an danvez a blij dezho dre gevreañ ouzh chadennoù an tem.
  • dastum pep tra a interes anezhañ dre an neud RSS, ATOM, XML... (lenner : dispar eo an ardivink-se evit lenn ar blogoù. Erbediñ a ran Sharpreader, digoust anezhañ)
  • kenvoueta ar breud gant o danvez o-unan dre an addisplegoù, ar vlogoù, ar foromoù ha m.o.m.
  • kavout skrid, audio, video war un dro

Emañ ar Gevredigezh o vont da zispartiañ hag an dud da sevel kumuniezhiouigoù, eme ar paotr aterseet gant Telerama , Jean-Louis Missika e anv.
Menel a ray oferenn-bred an «8 eur noz», abalamour dezhi bezañ emgav nemetañ ar Gevredigezh, eme Etienne Mougeote eus TF1 aterseet anezhañ gant ur gazetenn all.
Ma ya kuit an oferenn-se ne vin ket chalet. Ur «benveg» kreizennaat ha freuziñ ar sevenadurioù eus ar c'hentañ e oa bet evel ma ouzoc'h. Ha me a gav din koulskoude e vo dav kaout un dra bennak hag a zalc'ho ar C'hevredigezhioù a-gevred.
Ha petra a vo kazetennoù evel Telerama o tont da vezañ ? N'eus anv ebet er pezh 'm eus lennet.

Gwirionez en tu-mañ ...

Gurbaj_singh_multani Emañ Lez-varn veur Kanada o paouez aotreal ar Sikhed da virout o gougleze er skol. Arouez relijion eo an arm-se diouzh meno al lez-varn. Hag e rank ar skolioù doujañ d'ar frankiz relijion. Klemm a oa bet digant skolioù zo. Dañjerus e vefe bezañ seurt tra er c'hlasoù hervezo. Reiñ a ra ar gazetennerez ez eus dija ur bern binvidi a droc'h hag a broud er salioù skol : kizelloù, nadozioù ....

Evit ar wech kentañ eo e welen ar gougleze-se, a zoug ar Sikhed a-dreuz skoaz. Ret dezho bezañ se ganto hep ehan hervez lez o relijion. Gouzout a ouien evelato e oa ret dezho bezañ o zurban ganto.

Gouezet 'm eus ar c'helou-se o welet kazetenn-dTV Radio Kanada (e galleg). Aterseet e oa kelennerien ha skolidi e skolioù zo.

Dipitet ar gelennerien, ken e oant bet. “Emaon o vont da zont gant ma mitrailhetenn ha lavaret eo arouez ma relijion” eme unan.

Laouen ar skolidi sikh. “N'emaomp ket o vont d'ho tagañ” eme unan en ur gomz ouzh e genskolidi, pouez-mouezh Bro gKebek dezhañ. Hag unan all : ” E Frañs eo difennet ouzh yaouankiz sikh bezañ gant o feadra er skolioù. Amañ eo doujet d'am frankiz relijion. Laouen on.”

kaozeadegoù eo ar marc'hadoù

Le Manifeste des évidences

Gortoz a ra da vezañ troet e Brezhoneg

En em ober diouzh ar c'hemm

Gwelet un abadenn TV diwar-benn sevenadurioù aet da get.

Anv a oa eus ur bobl a veve war-dro an Arizona pe vMeksik-Nevez a-raok Kristof Kolombus. Berzh a rae evel ma tiskouez rivinoù he c'heriadennoù. Klask a ra an henonourien gouzout petra a oa deut da vezañ. Kantvedadoù peoc'h a oa bet ganti. Hag a-greiz-holl roudoù freuz ha reuz. War a seblant ez eus bet debriñ-tud zoken. Studiet en deus un henoniour an temz-amzer a oa er mare-se. Kavet ez eus bet gantañ e oa deuet ar sec'hor war ar vro.

Studiet ivez gant an henoniour-se tonkad ur bobl-gozh a veve, war a gredan, e Perou (pe Chili ?), war ar blaenenn a astenn etre an aod hag ar menez. Klasket eo penn gant ar savadurioù braz a chom o roudoù war an douar. El Niño an hini a vefe an abeg. Abalamour dezhañ e oa kemm-digemm an amzer. Setu klasket sikour ar relijion a-benn kaout un amzer a-feson. Aozet lidoù war un ton braz. Savet temploù dellezek anezho. Emichañs en doa desket ar veleien rakwelet doareoù disuit El Niño tamm pe damm. Betek ur mare ma oa bet re ziaes. Kollet fiziañs neuze en o relijion gant an dud. Aet da get o sevenadur.

Ur pennad a zivout ar Mayaed a oa ivez. Met 'm eus ket bet amzer da sellet outañ en e bezh. Intereset on bet gant pezh a lavare un henoniourez. Boaz omp da grediñ e ya ar bobl hag ar sevenadur da get war un dro, emezi. N'eo ket gwir. Chom a ra an dud. Ret dezho en em ober diouzh an doareoù nevez, ar gwellañ ma c'hallont.

A wechoù e tro an traoù da vat. Da skouer e broioù ar sav-heol er 13vet kantved a-raok JK. Eno e oa diazezet an armerzh war an eskemm etre pobloù ar menez a save loened ha pobloù an aod a rae kenwerzh hag a laboure an douar. Deuet ur mare ma oa Bro Ejipt o vont war c'hlanaat. Digarez da bobloù eus ar mor, kevrinus o orin, da gas an dispac'h e broioù an aod. Freuzet an eskemmoù. Ret da dud ar menez stagañ gant al labour-douar. Sed-aze orin Izrael hervez meno an henoniour zo anv anezhañ em fennad diwar-benn ar Bibl.

ar brug hag al lann