blogyann

ar bed ganin e brezhoneg

Ar chas daonet ... nemet e vefe o mistri

O vont emaoc'h gant ribl ar ruioù abaoe ur pennad mat hag arru sanket don en ho soñjoù, luskellet maz oc'h gant ho pale.  A-greiz-holl oc'h dishorellet gant harzhadenn ur c'hi o tarzhañ a-ziadreñv kloued ul liorzh pe brenestr un ti.  Ha tapet krog ennoc'h fulor ha c'hoant da frikañ al loen.

Hag ur pennadig goude e teu d'ho spered n'eo ket eñ a zo kaoz. E vistri an hini o deus lakaet anezhañ amañ hag eñ desavet fall ganto. Nemet e vefent laouen e vo harzhet gantañ ouzh kement den o tremen e-biou d'o zi.

Ha pa viot oc'h ober ho tro-bale war ar maez gant ho MTB (marc'h-houarn treuz bro) e vo redet war ho lerc'h evel pa vijec'h paotr al lizheroù ! Un deiz ma oan oc'h ober ma zro dre wenojennoù Sant Filberzh ha m'em boa bet aon e yafe kof ma gar gant ur penn tign, e oan en em gavet gant ur MTBour eus ar vro :
- meur a wech hon devez d'ober gant ar seurt-se, emezañ
- ha petra vez graet ganeoc'h neuze ?
- ni a youc'h uheloc'h egeto !
Un deiz all e oan e korn-bro Lyon,  gant ma mab. Ha ni o vont dre ar maezioù gant hor c'hKTB. A-greiz hon tro-vale e lavar din :
- un tammig pelloc'h, en deiz all, e oa bet stanket ma hent din gant daou c'hi. Hag int o harzhal ouzhin betek ma voent galvet gant o ferc'henn. Mar karez e vo aet gant ur wenojenn all.
Ha me n'em eus ket c'hoant da ziskouez d'am mab e vijen aonik, evel-just. Setu ni harzet dizale gant ar chas. A-geñver d'ur greizenn-gezeg emaomp.  Gortoz a reomp, hon troad war an douar. A-benn ur vunutenn bennak ez eont kuit. Seurt zo a gav dezho o deus droed da harzañ an dreminidi war a seblant !

Ba Jules Gros benniget e vez lavaret : "ar chas na harzhont ket a grog"! Daoust hag e c'heller lavaret ivez : "ar chas a harzh ne grogont ket" ?

N'eo ket evel-se e pep lec'h. Bet e oan gant tro-vale tud Tro Breiz e Bro Gembre. Arru oa diwezh hon tro hag ur paotr o lavaret :
- setu-ni n'hon eus klevet harzhadenn digant ki ebet c'hoazh. Pezh zo ken torr-revr e Breizh.

A-wechoù e vez tud chichant e-touez perc'henned ar seurt chas memestra. Soñj 'm eus eus amezeien a oa o c'hi o harzhal a veure da noz, bemdez Doue. E greanterezh an eoul maen e oa ar gwaz o labour. En estrenvro e oant bet o chom en ul lec'h ma ne oa ket gwall vat an diogel. Hag int deuet en-dro e Frañs gant ar c'hi o doa bet eno. Hag hennezh da gendelc'her gant e vicher a viskoaz. Gant ar gordenn e oa staget outi n'halle ket mont betek garzh al liorzh. Ur metr a chome, plas awalc'h d'ar chas all da dremen a-rez d'e fri. Kalzik anezho a dlefe mont e giz-se rak treset mat e oa ar wenojenn ganto !

02/01/2009 dans endro | Lien permanent | Commentaires (1)

Nijadeg an elerc'h

Bet e oan o teuler ur sell d'al loc'h e-kichen al lec'h m'emaon o chom pa vezomp e Bro Danmark. Ringkøbing Fjord e vez graet anezhañ (an "ø" a vez distaget "eu"). Ur seurt karrhent 'm eus kavet, a c'heller mont gantañ dre varc'hhouarn. Da sul d'an abardaez, ne oa den warnañ.

DSC03006

Lire la suite "Nijadeg an elerc'h" »

11/05/2008 dans endro | Lien permanent | Commentaires (0)

Korf gwez

Pa oan o lavaret "kef ar wezenn" ez eus bet lavaret din gant ur vignonez eus Ti ar Brezhoneg : " gwell e vefe lavaret : korf ar wezenn".
Marteze emañ ar gwir ganti :

Dsc00888_recadr

12/02/2008 dans endro | Lien permanent | Commentaires (0)

Ho mandarinenn a zo karget a danvez pistri (4)

Blaz an Nedeleg zo warno. Hag e vez bremañ ar gourmarc'hadoù leuniet o stalioù gant ar frouezh orañj bihan-se. Hag i karget a louzoù amprevaned...

Lire la suite "Ho mandarinenn a zo karget a danvez pistri (4)" »

14/12/2007 dans endro | Lien permanent | Commentaires (0)

Les notes récentes

  • Yann armerzhour
  • Ar chas daonet ... nemet e vefe o mistri
  • gwerenn gozh
  • edificio bretagne
  • Kollet santimant ar c'haer ganeomp ?
  • Div eñvorenn bugaleaj
  • Le Père éternel
  • Levrioù en Brezhoneg war eBay
  • Priz Ti-savouriezh e Breizh 2008
  • E ti Suzanne

Les commentaires récents

  • teod-karv sur Ar chas daonet ... nemet e vefe o mistri
  • kidano sur Filmig galv ar c'hoad
  • kidano sur Filmig galv ar c'hoad
  • Ingivaldur sur Yezh ur ouenn
  • christian sur Lady Chatterley
  • Mevena sur Deut tres an talbennoù war wel
  • Ingivaldur sur Dek lur kozh-noe
  • sur bloavezh mat 2008
  • Ingivaldur sur bloavezh mat 2008
  • christian sur bloavezh mat 2008

Catégories

  • a bep seurt
  • armerzh
  • arroudennoù
  • cheñchamant a deu er bed
  • endro
  • istoriouigoù tavarn ... pe ar seurt-se
  • levrioù
  • O stummiñ hor menoioù
  • videoioù
  • war hent design Breizh

liammoù

  • IS-101
  • Red an dour
  • Rezore
  • Ti ar Brezhoneg
  • Ur Bed E BrezHOneG
  • zzz liammoù all

Stadegoù

  • Eus pelec'h e teuit
    Locations of visitors to this page
Blog powered by TypePad

ar brug hag al lann

À propos de l'auteur

Abonnez-vous à ce blog (XML)

Archives

  • mai 2009
  • janvier 2009
  • novembre 2008
  • octobre 2008
  • septembre 2008
  • juillet 2008
  • juin 2008
  • mai 2008
  • avril 2008
  • mars 2008

Plus...

Keloù digant an ABP