hanter c'houllo
Meur a wech on tremenet e-biou d'an ostaleri-se ha me bet dalc'het er-maez gant gwel ar vogedenn fetis a oa e-barzh.
Hiziv, digoumoul an oabl, ez an tre.
Meur a wech on tremenet e-biou d'an ostaleri-se ha me bet dalc'het er-maez gant gwel ar vogedenn fetis a oa e-barzh.
Hiziv, digoumoul an oabl, ez an tre.
Un ti-gar mod kozh eo, bet savet 2 gkm eus kêr ha livet a-nevez. Tapet ar c'horn-bro-mañ gant kresk Pariz, hag ar c'harter war ar maez c'hoazh. Grignolajoù nevez a sav e-kichen ul labouradeg kozh bennak. Nevez-flamm eo tren Rannvro Enez Frañs a ra e arsav p'emaon oc'h arruout. Kalzik a dud a ziskenn. Dibuniñ a reont a-dreuz ar blasenn, e-biou d'an davarn, da gaout arsav ar bus. Hag ac'hano d'o "c'hêrioù-kousk" !
C'hoarvezet oa ar goñchennig-mañ e fin miz Ebrel – penn kentañ miz Mae. Gant ma c'hoan edon war gae Porzh-Goustan en Alre ...
Sul beure anezi, aet ma gwreg da Vro Danmark d'ober war dro he mamm, kavet toull an ti ganin (evel ma lavar Sant Jules Gros), e soñjan mont da zijuni en davarn ha prenañ boued war un dro. Setu me gant ma c'harr war-gaout Neauphle, a blij din ar gêrig-se.
Kontet eo ar goñchennig-mañ gant Charles Handy en e levr "ar vantell-c'hlav c'houllo" (The empty raincoat). Dezhañ e-unan e oa degouezhet.
Kozh-Noe an ti. Er grennamzer e oa roet justis amañ. Justis vras, krenn, bihan eo skrivet war ar skritell. Ti ar barner e oa war un dro, paotr eus an noblañs anezhañ, evel ma oa kustum en amzer-se.
Setu deut tud zo, gwechall, dre an nor-mañ da vond d'ar chafot !
An diabarzh a zegas soñj eus ur pub din. Kaer an daol-evañ goad gant he filiri, he zresoù ha rikamanoù mod Breizh. Ha dister peurrest eus ar peadra. Ezhomm e vefe ag ur c'hinklour pe ginklourez a-feson.
Chichant ha yaouank an ostiz. Hag eñ, n'eus ket mall warnañ degemer an arval zo o tont. O varvailhat emañ gant unan all. Gortoz a ran e vefe dibunet e gaozh betek poent ma teurvez d'am c'haout.
Mad ar banne te. N'eo ket seurt a zu an dour diouzhtu evel ma vez servijet e meur a davarn !
Mont a ra ar gaoz en-dro adarre. Goulennet eo gant ur paotr yaouank all abaoe pegeit emañ o chom hep butuniñ.
- Ur miz hanter. Emezañ, goude bezañ sunet e vanne kafe.
Ha ma spered o kantreal un tammig.
D'ur poent e teu doare da vouezh an ostiz bezañ fromet an tamm anezhi :
- Deut eo honnezh da weladenniñ anezhañ meur a wech. Ha setu-hi o chom en e di bremañ ! emezañ
- Laouen on evitañ, ken ez on. Eme an hini all meur a wech. Fall oa ar jeu gantañ abaoe marv e wreg.
- N'ouzon ket hag eo honnezh unan a feson. Met pa emañ o chom en e di, eo sur e plij dezhañ. Eme an ostiz en ur vont da gaout ur plac'h a zo o c'hortoz dirak mekanik ar "Française des jeux"
- Unan a feson ... unan a feson ... met pa vez an den en e dri-ugent vloaz. Eme an arval. Adlavaret a ra se d'e roched hep echuiñ e frasenn
E-keit se eo arru an ostiz dirak ar plac'h. Pokoù dezhi. Ha setu ar mekanik FdJ o vont en-dro. Laviget an dornigelloù pe voutonioù ouzh he zalbenn gant ar plac'h. Delc'her a ra an daou den yaounk gant o c'haoz. Anv ez eus eus ur c'hrogad sport bennak a vo dizale.
Dont a ray un den pe un daou bried bennak c'hoazh. Ha setu ar gaoz en-dro adarre.
Da c'houde pa dreuzan ar blasenn e welan un davarn all, doare arnevez dezhi. Leun awalc'h emañ. Ha me a gav din eo laouenn ostiz an hini all. N'eus nemet mignoned eus e bratik.
Divizet ganin foetañ bro war zigarez mont da saloñs al levrioù e Karaez, a oa dalc'het an dibenn-sizhun tremenet.
Dedennet eo an dud ken ez int gant an Arvor. Ha me o weladenniñ an Argoad bep wech 'm eus tro d'ober.
Setu, digwener, goude bezañ tremenet e-biou Roazhon e kregan gant un tamm kantreal a-hed ar Menezioù Are. Un 50 km bennak eus ar gêr-se emañ ar runioù kentañ, tro-dro Becherel evit gwir, ma 'm eus lennet ur wech all war ur skritell bennak edo ar c'hêrig-se ha Lokronan bep e penn ar chadennad. An eil e Breizh-Uhel hag egile e Breizh-Izel. Ha bet o-div gwechall lec'h a relijion ha bet graet berzh war industri ar gwiad ganto.
Kemeret penn an hent war-du menez Bel Air ganin, goude bezañ gwelet arouez ur gwel kaer war ar gartenn. Etre Collinée (Koad Linez) ha Moncontour (Monkantour) emañ.
En ur dremen dre St Launeuc, e-kichen Merdrignac, e choman a-sav dedennet gant ar wezenn-ivin gozh-noe e-kichen ar chapel, kaer anezhi ivez.
E douar-teil kreizenn kef ar wezenn-gozh e kresk ur wezenn-babu, a vez graet merisier anezhi (e galleg). Keñverit al loch pellgomz ouzh ar c'hef.
Stad en annezidi ar vourc'h gant o gwezenn !
En ur dremen greomp un tammig bruderezh evit levrioù diwar-benn ar gwez e Breizh.
An hini kentañ zo em zi e Paris. Gwelet a ran ez eus re all ha c'hallfe bezañ interesant ivez
War lein Bel-Air : ur chapel all, doare dezhi bezañ bet savet en XIXvet kantved. Dilezet an tamm anezhañ. Skeudennoù ebet diganin emañ an serr-noz o tont. Melloù antennoù a freuz kened al lec'h. Kempennet un toull-noz e-barzh mogerioù un ti-feurm. Ur c'haer a wel war ar vro. Emañ an departamant o paouez adplantiñ ur c'hoadig gwez-fav kempennet diouzh stumm ur steredenn, kurunenn war he zro. Diskleriet eo war ur bannell e blij aer fresk ha gleb Breizh d'ar gwez-fav, setu-int unan eus arouezioù ar vro. Ha me bezañ lennet e vez ar bec'h warno gant an adtommañ-hin ! Hag ar gwez-derv-glaz, arouez ar C'hreisteiz anezho, o vezañ en o bleuñv, ma c'hellan lâret, e Breizh !
Ger ebet evit pezh a sell ouzh ar chapel he deus hi-ivez ezhomm braz eus un tamm adkempenn. Anzav a ran ne gavan ket anezhi gwall gaer.
Ha me o vont war-du Monkantour, gant an hent VTT a asant degemer ma c'harr. Da serr-noz, war glask gwele, e foetan kêr, kaer-kenañ anezhi ha hi "petite cité de caractère de Bretagne" evel Becherel ha Lokronan. Leti ebet, na kambr-ostiz. Setu, gant keuz e plegan da 'm flanedenn. Kemer a ran penn hent Sant-Brieg da c'houlenn bod digant ti-Accor ... ur wech ouzhpenn. (da vezañ kendalc'het)
Edon o kempenn ar c'haead berr siprez a ziwall hol leurenn diouzh an avel. Un tamm hejañ ha rimiañ d'o bleñchoù da gas an delioù marv kuit ha d'o aveliñ.
A greiz-holl e glevan mouezh ur vaouez o veuliñ frond an « thuya ». Damsellout a ran. Emañ ur paotr o tremen hebiou gant ar c'harrhent en ul lenn e gazetenn. Hag emañ e wreg o vont d'e heul.
«Met n'eo ket thuya an hini eo, Itron » emezon-me
Treiñ a ra war ma zu, souezhet an tamm anezhi : «Ha petra eo neuze ?»
« Siprez » emezon. Gwelet a ran ar paotr o vousc'hoarzin tra ma respont e wreg :
« Kemend-all eo !»
Sioulaat a ran ar jeu : « Konifer eo an daou evel-just »
Hag hi kontant hag o-daou gant o hent.
Ur pennadig goude, ez eus kerse ganin bezañ troc'het he flijadur dezhi. Met e Breizh ne vefen morse e soñj da blantañ thuya.
Furchal a ran em notennoù-lenn Xavier Grall. Trugarez komputer-chakod ker (benniget e vefe lâret e 101 :-)) :
« testamant an derv, urzh ar siprez» (le testament du chêne, l'ordre du cyprès)
Kevrinus e chom ar gerioù-se evidon. Met ma prederian warno ur wech an amzer ... :-)
(Kendalc'h "d'an tu all d'ar ster")
Pa oa aet kuit an den e respontoù mousfent e chomis ma-unan war ar blasennig. Goude ur pennadig e welis ur paotr all o tont gant unan eus ar straedoù strizh a bign eus an aod. A gamm korvigellek e valee. Pa voe erruet tostoc'h din e veizis e oan o paouez gwelet anezhañ dija. Bruchet e oa ouzh taol-evañ un ostaleri war an aod ma oan bet o klask eñvorennoù ma banne Guiness kentañ enni. Chom a reas a-sav diragon en ur horjellat.
- Amañ e oa ur stal a veze graet "amann hag uioù" anezhi gwechal. Emezon en un diskouez ur stal-gannerezh.
- N'ouzon ket petra a oa eno gwechal, emezañ, met un dra a c'hellan lavaret deoc'h : gwelet a rit ar stal-se ?
Bukañ a ra e viz etrezek ur stal all.
- Ya
- Bez e oa ur bar eno diagent ! Ha gwelet a rit ar stal-all-se c'hoazh ?
- ...
- Ur bar a oa en e lec'h ivez !
Hag eñ gant e hent.
Les commentaires récents