Ur wech e oa ...

Un abadenn e Brezhoneg zo savet gant ma mignon Joseph war Radio Bro Pariz. Hag eñ o c'houlenn diganin kemer perzh ha kinnig levrioù. O teskiñ ar yezh c'hoazh emaomp  hon-daou ! Bon ! Ret e vez neuñviñ pe veuziñ, evel ma vez lavaret !

Lire la suite "Ur wech e oa ..." »

Ar Mabinogion

Ur gaer a saga geltiek ...

Lire la suite "Ar Mabinogion" »

Eus Breizh on

Kavet ur romant danek ganin hag a zibun e steuñvenn e Breizh.

Lire la suite "Eus Breizh on" »

Alanig al louarn

Alanig_1 Emaon o paouez lenn «Troioù kamm Alanig al louarn» gant Jakez Riou. Dispar al levr hag ar skrivagner ! Startijenn ha lusk e-leizh. Amzer kollet ebet etre an darvoudoù a zeu an eil da heul egile prim ha prim, evel en ur film amerikan. Me zo sur e c'hellfer sevel ur pezh tresadennoù bev eus ar c'hentañ gant ar senario-se ! Bon ...  anzaviñ a ran : n'on ket ur mailh war an tresadennoù bev
Fentus an istor, kriz ivez a-wechoù. Kemmesk eo tro spered Alanig. E familh a gar, alioù mat a ro d'e roue, leal d'e vignoned eo. Hag eñ da gemer plijadur gant e droioù kamm ha da vezañ didruez e-keñver e enebourien  betek re. Setu un istor diwar-benn "c'hoari ar galloud" evit ar re deuet d'o oad. Klask a ran gouzout hag eo da erbediñ d'ar vugale ivez. Kinek ar bed zo taolennet ... pe wirvoudel ken plaen ha tra ?
Hervez Favereau, ar brezel an hini eo en doa lakaet Jakez Riou, gazet anezhañ , da zroukweler

ar brug hag al lann

Furnez an dud

Liv an amzer e Breizh

Keloù digant an ABP