donezonet-kaer evit ar speredelezh ?

Klevet e oa bet ganin an aotrou rabin Josy Eisenberg, anezhañ e karg eus an abadennoù TV yudev, o lavaret : "Gouzout a ouzon bremañ perak e oa bet dilennet Pobl Israel. Kavout a rae da Zoue en doa ar bed ezhomm ag ur bobl hag a vefe barrek war ar speredelezh anezhi". Trubuilhet an tamm anezhañ e oa an ao. rabin marteze o soñjal e politik Israel.

Lire la suite "donezonet-kaer evit ar speredelezh ?" »

gwirionez pe wirionez

Aterset e oa an ao. Redeker gant Europe 1 er sizhun all. Eñ an hini eo a oa gourdrouzet ar marv  dezhañ gant muzulmaned eus ar penn pellañ, abalamour dezhañ da vezañ skrivet ur pennad a-eneb d'an Islam er Figaro. Hag eñ aet da guzhat.
Goulennet oa gantañ hag en doa keuz. "Arabat kaout keuz da vezañ skrivet ar wirionez", emezañ.

Ha me bet diryaou o selaou ur brezegenn gant Edgar Morin, sosiologour brudet anezhañ. Komzet e oa eus al luzierezh (*), anezhañ danvez bet studiet gantañ e-pad e vuhez. Hag eñ o venegiñ Pascal en defe lavaret :
"N'eo ket ur fazi hag a zo ar c'hontrol eus ur wirionez don. Ur wirionez don all an hini eo."

Ret eo d'an den kondaoniñ ar gourdrouzoù hag enebiñ outo. Ha me a gav din emañ ar gwir gant Pascal memestra.

(*) complexité

diwezh ebet

Bet on bet o tremen en devezh e gouel etrebroadel al levr hag ar film Sant-Malo, graet "Beajourien Souezhus" anezhañ ("étonnants voyageurs"). Selaouet ur brezegenn gant Atiq Rahimi, skrivagner ha film-aozer anezhañ, ganet en Afganistan ha deuet da vezañ repuad politik e Frañs.

Un desenn doktorlezh zo bet tremenet gantañ e skol-veur Rouen. Diwezh ar filmoù a oa an danvez anezhi. Souezhus awalc'h evel ma tere ouzh ar gouel-mañ
.
Un diforc'h bras ez eus etre ar C'hornog hag ar Reter evit ar pezh a sell ouzh diwezh an istorioù, koñchoù, filmoù ... Er C'hornog eo ret bezañ un diwezh. Ret d'an istor heñchañ an den en ul lec'h, stad ... resis bennak pe zegas ur gentel gantañ...
Disheñvel eo e sevenadurioù eus ar Reter, hervez Rahimi. N'eus diwezh ebet gant un istor. Ma vefe  goulennet digant ur c'honter petra eo ar gentel e vefe respontet gantañ : " ez an da gontañ un istor all deoc'h". Ha setu ni degaset da "un noz ha mil".

Da vinci Code

Rebechet e vez da saver an Da Vinci Code ober van da vezañ doujet d'ar gwirvoud en e roman istorel. Bon! n' em eus ket lennet al levr ha n'ez in ket da sellet ouzh ar film. Mes me a gompren e vefe tud dedennet gant ar seurt istor.

Kendegouezh : Taolet ur sell d'ur Paris-Match kozh en ur sal-c'hortoz. Kavet ur pennad-kaoz gant Yann Moix, skrivet ur roman gantañ diwar-benn an 11 a viz gwengolo. Hag ijinet gantañ eo abalamour d'ar seks an hini e oa bet degaset ar reuz-se.

"Me a gav din ur skrivagner a zo e roll stultenniñ* diwar ar gwirvoud, ijinañ ur stumm anezhañ na c'hellfe ket ur c'hazetenner reiñ." emezañ.

"Pa zisplegan an 11 a viz gwengolo gant ar seks, e kasan an damkaniezh-se* betek he barr. Merkañ anat a ran ar gwirvoud gant ma dangorelezh* ma-unan. Me 'm eus gwir da sevel ur roman ganti. Hag ur c'hazetenner skarzhet kuit ma savje ur pennad ganti."

Ne dalc'h ket kont an dud eus rebechoù ar vurutellerien. Traou ez eus hag a blij dezho er roman eta. Klevet 'm eus div anezhi :
- plas ar merc'hed hag a vefe bet pouesusoc'h en endro Jesus eget en Iliz da c'houde
- Madalen bezañ tost-tost ouzh Jezus ha gwreg dezhañ marteze.

(*)stultenniñ : fantasmer
damkaniezh : théorie
dangorelezh : subjectivité

Deus caritas est

Bet e Santez-Anna Gwened disul.  Keloù 'oa bet kaset eus ur brezegenn diwar-benn kelc'h-lizher nevez ar Pab " karantez eo Doue ". Pe "karantez ez eus eus Doue " ?
Un agnostik ez eus ac'hanon met aon 'm eus e teuan da vezañ intereset gant ar speredelezh seul ma 'z an  war goshaat :-).

Div dra eeun, bet lavaret gant ar prezegenner, emaon o telc'her soñj anezho :

Da gentañ, evit ar garantez e-keñver an dud. Techet an den da garet traoù a blij dezhañ en egile. Met gwell e vo dezhañ ehan d'en em glask e-unan en egile ha mont d'e zizoleiñ.
Da eil : ha pa vefe ezhommoù an dud kontantet gant ar Stad, e chomfe talvoudus ar garitez. Gwir eo ha bet prouet din diouzhtu. Echu ar brezegenn on bet o teuler ur sell war al levr ma vez skrivet warnañ o fedennoù da Santez Anna gant tud zo. Aspedennoù reuzus ken ez int a-wechoù. Darvoudoù kriz a vezo bepred daoust pegen mat e vo ar Stad.

Soñj 'm eus ivez eus un dra dic'hortoz bet klevet digant ur belleg pa oan yaouank. N'eo ket gourc'hemennet ar garitez gant Doue evit mad an hini a zegemer. Evit mad an hini a ro, ne lavaran ket.

John Kay (I)

John Kay, ar paotr-se en deus lavaret un draig bennak a zo e-touez ar re a soñjan enno ar peurliesañ.

Ur wech ouzhpenn en ul lenn un addiviz ouzh bilhed Mikeal Dreger war vlog OF. Komz a ra eus pal kelennadurezh Brezhoneg.

Alies e vez tizhet ameeun ar palioù er vuhez, eme JK. Da skouer ne vez ket eürus ar re a glask an eürusted. Ar re a ra war dro un dra bennak a blij dezho an hini a vez avat.
Deuet Bill Gates da vezañ pinvidik-mor dre garantez e-keñver ar stlennerezh ha neket e-keñver an arc'hant.

Ar re a oar saozneg a c'hellint lenn eur skouer eus an doare-meizañ-se : "the very existence of the reform agenda means that even piecemeal proposals that might otherwise obtain majority support are very difficult to implement"

ar brug hag al lann

Furnez an dud

Liv an amzer e Breizh

Keloù digant an ABP