N'eo ket echu ar goañv c'hoazh, hervez ar meteo. Hag er mor Baltik e oa listri dalc'het a-nevez zo gant ar skorn. Bez ez eus tud koulskoude hag a zo doare dezho bezañ en o butun ouzh ar riv. Ha darn o surfiñ daoust d'an amzer-se. Estlammet an tamm senior ac'hanon o paouez bezañ dalc'het en e di gant ar waskenn barpagn e-pad ur miz hanter !
Klikit amañ da welet an doareoù e Klitmøller, kêr war an aod e Bro Danmark an Hanternoz.
Amañ dindan e c'hellit digeriñ ar fotoioù gant pep a destenn bet troet e brezhoneg
E Klitmøller, kêr mor an hanternoz, ez eo krog tud yaouank desket da ziazezañ. Savadurioù nevez hag intrudu a zifluk eus an traezh tra ma gresk ar gêriadenn, hag hi an hini nemetañ a ra er c'horn-bro. Unan e penn-pellañ Danmark, enlouc'het warnañ skolioù bet serret, stalioù aet da get ha kêrioù o koazhañ. Kregiñ en deus graet an diorren positiv gant ur strollad surferion.
foto1 Foto: Kristine Kiilerich
An Hollandad Sjoerd Kok en deus dilojet da gKlitmøller c'hwec'h vloaz hanter 'zo. E vakañsoù e kêr e oa bet meur a wech ha dedennet e oa gant an doareoù distenn hag ar surf digor bloaz-pad.
foto2 Foto: Kristine Kiilerich
En ur ober pemp bloaz ez eus bet savet 50 ti nevez en douar traezh e kêr an aod e 825 annezad.
foto3 Foto: Kristine Kiilerich
An "ti-mission" kozh zo bet lakaet da genvurev krouiñ gant tud o labourat gant an design grafek, al luc'hskeudenniñ hag ar merañ raktresoù.
foto4 Foto: Kristine Kiilerich
Ouzhpenn surferien a ziviz dilojañ da gKlitmøller. Martin Eigenbroth en deus divizet sevel tiegezh e Klitmøller, peogwir ez eus tro da gaout levezon war intrudu ar c'horn-bro ha da emouestlañ d'ar c'hevredigezhioù niverus e kêr.
foto5 Foto: Kristine Kiilerich
« Eus un deiz d'un all e tilezas ar besketaerezh Klitmøller. Un deiz heverk e oa ken e oa, pa zizouaras ar bigi kuit diouzh kêr hag e chomjomp gant ur porzh-pesketa goullo ha nec'hamant "betek an divskouarn". An dra nemetañ hon doa amañ e oa ar besketaerezh » a gont Peter Sand Mortensen
foto6 Foto: Kristine Kiilerich
Ezel ti-klub pesketaerezh amatour Klitmøller eo an darn vrasañ eus ar besketaerien gozh a vicher. Pa oa degouezhet ar surferien er bloavezhioù 1980 meur a hini a oa amgredik. « E-pad un nebeud bloavezhioù hon eus sellet a-gorn an eil re ouzh ar re all. A-greiz-holl o doa kroget da brenañ an tier a oa chomet goullo. Adnevezet o deus bet anezho ha savet re nevez. Hag ur bern bugale zo deut ivez. »
foto7 Foto: Kristine Kiilerich
Savadurioù bet dilezet gant ar besketaerezh a vicher a zo bremañ e kerz klub ar besketaerien amatour
foto8 Foto: Kristine Kiilerich
Emañ Klitmøller e NorzhJylland war lez ar brasañ terouer natur miret e Bro Danmark : Handsted-reservatet.
foto9 Foto: Kristine Kiilerich
Hervez rakwel poblañs kumun Thisted e kresko niver ar vugale e Klitmøller hag en ur gêr all nemeti er c'humun.
foto10 Foto: Kristine Kiilerich
Sikouret eo Peter Steinfath, 13 vloaz dezhañ, da wiskañ e wiskamant-surfiñ goañv gant e vreur henañ Casper.
foto11 Foto: Kristine Kiilerich
Meur a wezh bep sizhun emañ Peter Steinfath, 13 vloaz dezhañ, er-maez war ar gwagennoù.
foto12 Foto: Kristine Kiilerich
Surferien ha re all a zibab anneziñ e Klitmøller. Laurids Mortensen, a labour gant diorren an takad, a gav dezhañ n'eo ket evit an doareoù surfiñ hepken. Klitmøller a sav dreist gant ar c'hreñv m'eo he c'humuniezh hag ar youl ez eus eno da zont a-benn eus an traoù.
Les commentaires récents