(ho tigarez evit live ar brezhoneg ... difaziet e vo tamm ha tamm ... ho sikour degemeret mat)
Saloñs an embregerien Pariz zo bet dalc'het d'an 26-27-28 a viz Genver.
Bisitet 'm eus anezhañ. C'hoant am boa da gentañ da welet petra a oa graet evit Breizh ha penaos.
Teir stal e oa :
- « Postiñ e Penn-ar-Bed » (Investir en Finistère),
- Ajañs Diorren Aodoù an Arvor (Agence de développement des Côtes d'Armor)
- ha Bro Kreiz-Breizh ar C'hornog (Pays du Centre-Ouest Bretagne). En em astenn a ra Bro KB war an tri departamant (22 29, 56) Tro dro Karaez, Gourin, Kallak ...
O tremen e-biou stal Kreiz-Breizh e oan pa 'm eus klevet eur paotr e o c'helver ac'hanon.
- Kollet ho badge ganeoc'h emezañ
Toullañ a ris kaoz gantañ. André Lamandé, Maer Guiskrif e oa.
En ur ziskouezañ e barrez din e komzas eus aerborzh Guiscrif.
- Goullo awalc'h bremañ. Bec'h warnomp kavout oberiantiz dezhañ.
Goulennet e oa bet sevel anezha gant an aotrou Baudoin, a oa o staliañ ul labouradeg yer er vro.
Aet stal an Aotrou Baudoin da fall. Adkemeret e embregerezh gant Glon. Miret ur 400 bennak eus an 800 goprad.
Ha n'eo ket bet kavet da implij mat an aerborzh, a zo un aerborzh-afer.
- Kaer ha sioul Bro Kreiz-Breizh. Tud awalh aet skuizh gant Pariz. eme ar maer.
Setu emañ Kreiz-Breizh o klask sachañ lod anezho. Peget war un daolenn e oa kinnigoù stalioù vak.
N'ouzon ket penaos e teuas ar gaoz war dachenn ar brezhoneg. Lavaret a reas ar Maer din e komze nemet brezhoneg ken na voe seizh vloazh. Eskemm a rejont un nebeud frazennoù. Lavaret a reas din en deus sekretour ti-kêr Guiscrif eur vestroniezh war ar brezhoneg. Ne oa ket bet gopret abalamour da se. Met plijet eo ar maer gant se. Hag eñ brezhoneger a vihanig eus ar Faouet o kompren brezhoneg standard e sekretour.
Bet on da brezegenn Ajañs diorren Aodoù an Arvor. Fellout a ra d'an ajañs sachañ embregerezhioù-servij. Diouer zo en departamant. Peurgetket war dachenn servijoù d'an embregerezhioù.
Ar prezeger a oa Jean-Charles Minier e anv. Divroadet eo e-unan eus Pariz.Gantañ e oa Patrick Duhamel a zo deut bloazh pe zaou zo da sevel e stal en hor bro.
Setu an arguzennoù kinniget gant Jean-Charles Minier :
- kalite ar vuhez e Breizh
- gourhenchoù digoust, an Treñ Tizh Bras
- neveziek eo ar 22. Buan e vo aveet tout an departamant gant ADSL
- daou teknopol : unan e Sant Brieg (yec'hed ar boued) hag unan all e Lannuon (Pellgehentiñ)
- kresket eo bet implij gopret gant 23% abaoe 10 vloazh
- krouadennoù an embregerezhioù fonnusoc'h eget e Frañs a-bezh
- met n'eus ket bet trawalc'h a grouadennoù war dachen ar servijoù. Setu plas ez eus. Youl gant an departamant da ziorren ar rannad-se.
- Sant Brieg e kreiz ar C'hornog bras. N'emañ ket pell eus Enez Frañs
- Binvigioù lakaet e-kerzh ar c'hrouerien-embregerezh : magerezh, lec'hiennoù internet evit adkemer embregerezhioù zo ha kavout tier vak, skoazell Créarmor, devezhioù aferioù, roll ar servijioù...
Testeni Patrick Duhamel.
49 bloazh dezhañ. Krouet en deus un embregerezh saveteiñ ha diellañ ar fedoù. Mat eo ar koulz-mañ pa emañ an embregerezhioù Breizh o tont da c'houzout eo sañsupl al labour-se.
Bevet en doa e-pad pemzek vloazh e Bro Iwerzhon. Karet a ra speredenn an Iwerzhonidi hag adkavet en deus anezhi e Breizh. Plijout a ra dezhañ buhez ar sevenadur e Sant-Brieg (Art Rock) ha Roazhon.
Darempredet en deus an emvodoù aozet gant aozadur pe aozadur an departamant. Mod-se en deus kavet buan awalc'h pratikoù. Hag eo bet degemeret gant metoù embregerien ar vro. Kemer a ra perzh ivez e Plato, ur c'hlub europeat embregerien yaouank anezhañ, a orin eus Bro Flandrez, hag ez eus ur strollad anezhañ en Aodoù an Arvor.
Da echuiñ: un dra on bet gwall plijet ganti. Aozañ a ra Aodoù an Arvor kalzig a emvodoù da reiñ tro d'an embregerezhioù da zibab ho pourchaserien war o zro ha n'eo ket klask pelloc'h. En ur gleved an dra-se, em eus soñjet e kerseenn ar c'hopridi Medirest e Rostren.
Les commentaires récents