En un ti-bara-ha-te emaon oc'h evañ ur bannac'h kafe. E Pariz VIvet, e-kichen ar c'hoc'hu er c'harter etre Sant-Sulpice ha Mabillon. Brav em c'hoazez , o sell ouz an dud o pourmen e korn ar ru. Merzañ a ran dorn ur paotr o flourañ blevad ur vaouez. Hag i en o c'hoazez tost din dirazon. O-daoun en o daou-ugent pe hanter-kant. N'eo ket gwall goant ar plac'h, he fri un tamm torret hag he daoulagad o tont er-maezhig he fenn. Seder ar paotr a ra ur flouradenn dezhi adarre. Hag hi, diseblant he dremm, he fezhioù daoulagad o sellet outañ. N'ouzon ket petra emañ o soñjal met kavout a ra din ez eo frommus memestra. Degas a ra soñj din eus ul levr gant Umberto Eco. Emaon o paouez gwelet anezhañ e gwerenn ur stal-levrioù tostik ac'hann : « Istor ar Vraventez ». En em c'houlenn a ra hemañ petra eo ar vraventez, an arz, ar blaz, ar giz... Hag-eñ e c'hell an den spisaat ar brav gant e rezon? Daoust hag ez eus anezhañ un dra dangorel ent dañjerus ?
Ur pennadig goude, emaon o c'hortoz ouzh ar c'hef. A greiz-holl e welan brec'h unan bennak a-dreñv din oc'h en em astenn gant e diket da dapout ur plac'h-servij zo o tont. Paotr e flouradenn eo. Ha bremañ-zouden : «Tremenet on en ho raog» emezañ, seder bepred. «Ya, tremenet oc'h em raog» emezon-me en ur vousc'hoarzin. Met n'em eus ket c'hoant da doullañ kaoz. Setu, un tamm diaezamant ganeomp hag ez an kuit... Aeet ar paotr gant lañs e joa moarvat...
Les commentaires récents