Meskañ a ra darvoudoù ar bed gant re buhez an hinienn.
A-benn ar fin en deus derenet kabalerezh ar referendum ac'hanomp da ... enkadenn an dilabour e Frañs.
Da gentañ e oa bet lavaret deomp gant an daou du, an hini dehou hag an hini kleiz, e vije diskouezhet gant Frañs da Europa penaos bezañ sokial. "Sokialoc'h eget ar broioù all eo Frañs" eme Fabius, p'en doa embannet e nann.
Bremañ, er c'hontrol, ez eus anv da glask patromoù e broioù all da ziskoulm hon diaezamant-ni. Bez ez eus anezho hag en em zibab gwelloc'h egedomp war dachenn an dilabour
Hag ar frankizourien (Sarkozy en o zouez) da ginnig ar pezh zo graet gant tu kleiz Breizh-Veur dindan Tony Blair ha Gordon Brown. Ur "bilhenn ruz !", eme FO. Ha de Villepin da eilgeriañ diouzhtu eo-eñ intereset gant ar pezh zo graet e Bro Danmark a vefe degemerapl a-walc'h gant ar Frañsizidi hervezañ.
Ha me liammet gant an div vro-se dre ma famillh. Eus an eil, Bro Danmark, eo ma gwreg. Hag ouzh an daou o deus skoet buhezioù hon daou vab.
Aet hor mab henañ da Vreizh-Veur, un deg-pemzek vloaz bennak zo, da gregiñ gant studi war an armerzh, pa en doa gouezet ne oa ket en e blanedenn bezañ injiniour. Ha distroet eno war-lerc'h e goñje, da glask labour, ken bunus e oa ar jeu e Frañs. Kavet gantañ ur job a-feson a-benn ar fin. Ha goude bezañ bet e Bro-Suis hag e Izelbroioù , emañ bremañ o chom e London gant e vignonez saoz.
Un tamm diaesoc'h planedenn hon eil mab. Graet gantañ e "sup de co" e Bro Danmark ha labouret war-lerc'h e Breizh Veur en un embregerezh tuta. Distroet da Frañs ha setu an enkadenn o skeiñ gant ar startoù-up e laboure ganto. Aet da studiañ war un MBA en Aix. Emañ bremañ o klask labour goude ur CDD. Un emziviz bennak en deus tapet e Bro Danmark. Ra zeuio gantañ !
Les commentaires récents