“ Divent eo kuriusted ar Vretoned “ eme din ur paotr, Yudev eus Afrika Hanternoz anezhañ, kerkent ha ma oa gouezet gantañ e oan Breizhat. Dalc'het en doa soñj eus ar bern goulennoù a oa bet savet digantañ gant ma c'henvroiz, pa oa bet o vakañsiñ e Breizh.
Lavaret en deus Yann Kefeleg an hevelep gerioù, en ur pennad-kaoz. E Telerama e oa, me a gav din. Embannañ a rae ar skrivagner e oa ar c'hoant-gouzout gantañ ivez.
Soñj 'm eus, en un darvoudig am boa bet gwelet, un dek bloavezh bennak zo, en ur vourc'h e Bro-Gerne. Bodet e oa an dud da geñver an admerenn a gustum heuliañ obidoù. Tro da zarn anezho d'en em adwelet, pa oant bet dispartiet e-pad pell amzer. Bez e oa ur paotr, anezhañ penn-bras en un embregerezh a lies bro, hag a oa o tont eus ur vro bell-pell . Ha setu, diouzhtu, un toullad paotred kurius eus ar vro-se. Hag int ha mont en o c'hoazez war e dro ha stagañ gant o goulennoù !
Emaon o paouez lenn ar frasenn-mañ, e-barzh “ Broel-Kornôg (Aborigène occidental) “, ul levr nevez-skrivet gant Mikeal Treger :
“ Re alies ne lennan, ne selaouan nemet dre ret, dre c'hoant-gouzout : dibaot a wezh dre c'hoant da gemer ma flijadur.”
Met lavaret a ra Mikeal Treger ouzhpenn : “ Ur namm eo, hen anzavan”
Me a gav din kentoc'h n'eo ken ar guriusted nemet un dro-spered plaen anezhi. Na fall na mat. Deomp da lakaat anezhi da dalvezout evit hor mad. En un doare reizh evel-just : kuriusal n'eo ket ranellat. Met arabat deomp, evelato, ankounac'haat kemer hor plijadur pa vez tro da ober. :-)
(Hervez Favereau , kuriusal = faire le curieux, ranellat = faire l'indiscret)
Les commentaires récents