Setu emañ kerent bugale skol-vamm Merville, en Oriant, o stourm evit ma vo digoret ur c'hlas divyezhek. Degaset en deus an darvoud-se soñj din eus ma bugaleaj er c'harter-se. Eno on bet ganet ha desavet. Eno emañ ma mamm o chom.
Met n'on ket bet er skol "laik" a zo anv anezhi bremañ. Da skolvamm Santez-Anna, tostik-tost d'hon ti, ez aen. Ha da c'houde da skol ar barez, Santez-Berc'hed hec'h anv, a veze graet "primaire" anezhi en amzer-se ha kentañ derez bremañ. Honnezh a zo bet diskaret diwezhatoc'h, ha kemeret he flas gant ur mellad-ti-annez, pa oa bet degaset kemmesk ar plac'hed hag ar baotred. Kaset ar baotred da Santez-Anna.
Bremañ pa dremenan e-biou d'ar mellad-ti e wellan bepred em fenn savadur ar skolig, a oa ur chapel en he buhez a-gent, a-hervez, ha gwez-tilh leur-pri ar porzh. Dalc'het soñj mat eus al leur-pri-se gant ma fenndaoulin ivez !
Tro am eus bet da welet ur film amerikan diwar-benn ur plac'h hag a zeue a-benn da saveteiñ he skol gozh war-nes bezañ gwerzhet d'ur promotour. Fromet ar paotr !
Un darvoud a oa bet sevel ar skol laik. E mein-benerezh eo tout. Pa'z aen d'al lise Sant-Loeiz e tremenen e-biou dezhi. Setu e welen bemdez ne oa netra re gaer evit skol ar republik. Estreget ar Brezhoneg eveljust. :-)
Les commentaires récents