Ar sadorn kreisteiz en un davarn e Kreiz-Breizh. Bodet an dud ouzh an daol-evañ. Klask a ran en em silad en o zouesk. Ur plac'h a zistok diouzh hec'h amezeg da reiñ plas din en ur vousc'hoarzhin. Emañ ma banne kafe o tont.
«Me a gav din em eus gwelet ac'hanoc'h dija» eme an ostizez.
«Ne gredan ket» emezon-me «Morse n'on deuet en davarn-mañ»
«Hag en davarn e-kichen Abati ar Repoz ? »
«Gwellañ tavarn er vro» a lavar ar plac'h em c'hichen ouzhpenn
Soñjal a ran eo komzet eus "Café de l'Abbaye" e-kichen skluz ar c'hanol.
«Ur wech 'm eus bet eno, bloaz pe zaou zo» emezon
«Arabat deoc'h chom da glask !» eme ar plac'h «vous avez le fluide ha setu tout !»
Ha me ha dihanañ da glask eta, hag evañ ma banne kafe, ha ma amezegez ha kendelc'her gant ar gaoz :
«Emaon amañ oc'h evañ ma banne bier ha me bec'h warnon» emezi «Devet ma roulottenn tri devezh zo. Aet da netra ma holl beadra. En e douesk (o zouesk ?), skridoù ha dielloù diwar-benn ar Ganaked am boa dastumet abaoe 20 vloaz»
...
«Bez' e oa ivez ur skeudenn a ziskoueze Mitterrand e 1930 en un emvod eus Action ... Action directe ?»
«Action Française ?» emezon
«Ya ! honnezh he-dije gellet intreresiñ tud zo » emezi
...
«Ha me o vont war ma daou-ugent vloaz» emezi
Klemm a ra an den da vezañ selaouet. Ne c'houlenn ket atav bezañ kuzuliet. Ankounac'haet an dra-se ganin ha respontet :
« N'eo ket kozh, 40 vloaz. Pa oan en oad-se e kave din e oan re gozh evit embregiñ traoù zo. Bremañ, pa 'z on 65, e ouzon e oa ar gaou ganin.»
«Plijout a ra din marvailhat gant tud war an oad» emezi «Anavezout a ran unan a zo 80 vloaz hag e komzan gantañ a-wechoù»
Hag ur pennad goude : «Daoust hag ur banne kafe all a yelo ganeoc'h»
Ne respontan ket diouzhtu. Kavout a ra din emañ o tont da vezañ brizh-vezv. Diaes an tamm ac'hanon ivez gant an dud zo tro dro deomp. A-greiz-holl eo goulennet ar banne kafe digant an ostizez ganti.
«Mersi deoc'h» a lavar an ostizez e Brezhoneg d'ur paotr kozh a zo o paouez paeañ. Ha me ha soñjal e c'hellfen marteze mont en hor yezh gant tud ac'hann zo. Ret e vefe din kaout ar basianted da sevel fiziañs. Ha chom amañ pelloc'h eta.
«Eus kichen An Oriant on» eme ar plac'h «tost eo ar Brezhoneg ac'hann da hini eus An Oriant»
«"Prolo" e oa er gêr ganin, pa oan bihan. Boued a-walc'h a oa da zebriñ, met a-hent-all e oa "prolo" ken e oa»
Setu evet ma eil banne kafe. Lavaret a ran kenavo ha ... kalon vat. Mezek an tamm ac'hanon. Ha tristik ivez. Diaes a-wechoù gouzout petra ober ha petra lavaret. M'en dare hag-eñ he deus lavaret din ar wirionez. Daoust hag-eñ em eus c'hwitet war anaoudegezh unan a-feson?
Les commentaires récents