An Alre. Emaon oc'h ober un tamm bale gant ar GR (gwenojenn tro-vale vraz). A-hed Ster Loc'h e ya dre biou Porzh Sant-Goustan hag a-dreuz Lise Kerplouz. "Kerplouz", un anv a-feson, me a gav din, pa vez anv eus ul lise-liorzhouriezh.
Yaouankiz e-leizh en allezioù. En o zouez e welan ur plac'h, astennet he divrec'h e kroazh. Ur paotr en he c'hichen, doare dezhañ bezañ o kempenn he dilhad. Ur pennadig goude e red ar plac'h e-biou din. Harzet anezhi gant ur plac'h all a grog da furchal warni. Ur c'hoari eo. Iskiz e kavan seurt c'hoari en ul lise gant tud en o 15-16 vloazh. Delc'her a ran gant ma hent ha treiñ war-du al liorzh kaer a zo e-kichen ar maner emañ ar frered o chom ennañ. Setu ar paotr o herzel ur plac'h adarre. Ha lakaat dezhi lemel he botoù hag he loeroù. Taol gwenn. Hag ar paotr kuit. Hag ar plac'h oc'h adwiskañ he-unan.
Yaouankizoù all ez eus tro dro oc'h ober war dro al liorzh. Sellet a reont en ur c'hoarzin, souezhet an tamm anezho. N'ouzont ket petra vez graet eus ar c'hoari-se. Paz emaon o tiskenn el liorzh e tremen ar paotr e-biou din adarre.
- "Maltoterien ha floderion" emezañ.
- A ! "Archerien ha laeron" emezon-me
- Mar karit !
Dizale e teu ma spered eus ar skalieroù : n'eo ket heñvel an daou c'hoari evel just.
Pelloc'hig en em gavan adarre gantañ. Aet eo da guzh a-dreñv kef ur wezenn.
- Da c'houlz ma yaouankiz e oa archerien ha laeron, emezon, yaouankoc'h egedoc'h e vezemp hag e c'hoariemp etre moused, ne oa plac'hig ebet.
C'hoarzin a ra.
Kemer a ran amzer da vamañ ouzh al liorzh hag ouzh al Loc'h.
Ha setu ur vaouez yaouank o tont en ur redek gant ar wenojenn. Sellet a ra ouzhin, tres warni da glask gouzout un dra bennak.
- Ha floderez oc'h ? emezon
- Ya ! emezi
Chom a ra a-sav
- Ha c'hwi a oar pelec'h emañ ar porz-mor amañ ? emezi. Hag ar wenojenn tro-vale vraz ? Lavaret eo bet deomp gant ar frered ez eus unan hag a dreuz ar skol. Un ambrougerez ez eus ac'hanon. E karg eus ar yaouankizoù-se. Aon 'm eus e vefe un toullad anezho o vont kuit betek ar porz. Ha stanket an hent a-hed ar ster, war a seblant.
- Gwelet 'm eus arouezioù gwenn ha ruz amañ ha du-hont, emezon
Hag hi d'ar red war-du an arouez zo war laez al lise.
Setu. Ur c'hoari tri c'hamp an hini eo.
Met ma vijen e lec'h an den-se ne vefen ket chalet. Kavout a ra din ne oa ket ar paotr hag ar merc'hed yaouank 'm eus gwelet e soñj da vont da Borzh Sant Goustan da evañ ur banne :-). Mar bijent ez erbedfen dezho mont d'an ostaleri e-kichen ar pont ma 'z eus tu da evañ bier breton enni.
Les commentaires récents