Setu n'eo ket deuet Zakarias Moussaoui a-benn da vezañ kondaonet d'ar marv. Kaset e vo d'un toull-bac'h er c'hKolorado. Chom a ray eno betek e zeiz diwezhañ. Argazh e dorfed. Met kriz, ha kriz-meurbet ar prizon-se ivez. O-unan penn ar brizonidi en o log. Gweladenn ebet gant o c'herent. Emvod ebet etrezo.
N'eus ket pell zo e oa bet dezrevellet stad spontus ar prison e Frañs.
Sed aze ken ha ken didruez an div vro. An eil diwar re a urzh. Egile diwar re a zizurzh. Ha sach-blev etrezo evit gouarnamant ar bed !
Un nebeud devezhioù 'zo em boa selaouet Max Gallo o komz eus e levr diwar-benn istor Rom dindan an impalaerezh. Splann ha luziet sevenadurezh ar gêr-se d'ar c'houlz-se. Ha war un dro kriz e justis a gase tud d'al loened gouez er sirk. Diharz galloud e impalaer a c'halle kas d'ar marv pe d'ar prizon nep piv bennak a zisplije dezhañ.
Commentaires
Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux des commentaires de cette note.