Bet e oan e Breizh er sizhun eil-diwezhañ. Un nebeud darvoudoù e oa : emvod Breizh Diawel e Dollo, manifestadeg e Roazhon, Devezh ar Brezhoneg e Karaez, Saloñs ar Veajourien Souezhus e Sant-Malo. Diazezet ma c'hamp e Sant-Brieg d.l.e. keit-ha-keit eus al lec'hioù-se. Buhez er gêr-se ivez a-drugarez da Arz-Rock !
Disadorn setu me o vont da Roazhon gant hentoù al louarn. Graet ma menoz ehanañ e Begereg (Bécherel). Goude bezañ tremenet dre gCaulnes e tiskuilh Kastell Kouelan dirazon. Kaer e kavan anezhañ. Moger uhel ebet endro dezhañ. War wel emañ en e bezh diwar an hent.
Chom a ran a-sav dirak toull an ale, stumm gwareg dezhañ. Devezh al liorzhoù eo. Galloud a reer bisitañ adalek div eur d'an enderv. Hag emañ ar beure bremañ avat.
Damdost, ur pezh gwezenn derv a spurmantan ur skritellig ouzh he c'hef. 500 vloaz eo. Mont a ran tre a-benn he luc'hskeudenniñ.
Pa emaon war-nes mont kuit e welan ur vaouezh o tont davedon eus ar c'hastell. Hastañ buan a ra. D'am gourdrouzañ evit bezañ aet tre ? Er c'hontrol ez on pedet da visitañ al liorzh ha pa n'eo ket an eur. Tra m'emaon gant ma gweladenn emañ itron ar c'hastell gant he c'herzhed donemonea, douraer en he dorn. Plijus al liorzh. Gwelet e vez koulskoude ne vez ket lakaet kalz arc'hant e-barzh.
Ur wezenn gozh-Noe all ez eus : un irvinenn.
Plantet e oa bet e 1638 en enor da c'hanedigezh an "Dauphin" ha penndoget da geñver emsav Breujoù Breizh e 1765.
En ur vont kuit ez an da drugareziñ an itron. D'he familh eo an domani.
"Kalz labour ez eus gant al liorzh. " emezon-me.
" N'heller ket chom a-sav morse" emezi
Lakaat a ran ur bilhed er c'hef 'zo e-kichen toull an ale. Savet eo bet ur gevridigezh a zastum arc'hant evit an nevezerezh.
E keit-se e oa tremenet ur c'harrad bennak a Vretonned e-biou , doare dezho mont d'ar vanifestadeg. Daoust hag-eñ e ouient e oa bet emsav amañ c'hoazh 240 vloaz zo ?
Emichañs o deus ehanet e Begereg ... amañ
Graet 'm eus evelto. Erbediñ a ran deoc'h ober memes tra.
Commentaires
Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux des commentaires de cette note.