Edon o kempenn ar c'haead berr siprez a ziwall hol leurenn diouzh an avel. Un tamm hejañ ha rimiañ d'o bleñchoù da gas an delioù marv kuit ha d'o aveliñ.
A greiz-holl e glevan mouezh ur vaouez o veuliñ frond an « thuya ». Damsellout a ran. Emañ ur paotr o tremen hebiou gant ar c'harrhent en ul lenn e gazetenn. Hag emañ e wreg o vont d'e heul.
«Met n'eo ket thuya an hini eo, Itron » emezon-me
Treiñ a ra war ma zu, souezhet an tamm anezhi : «Ha petra eo neuze ?»
« Siprez » emezon. Gwelet a ran ar paotr o vousc'hoarzin tra ma respont e wreg :
« Kemend-all eo !»
Sioulaat a ran ar jeu : « Konifer eo an daou evel-just »
Hag hi kontant hag o-daou gant o hent.
Ur pennadig goude, ez eus kerse ganin bezañ troc'het he flijadur dezhi. Met e Breizh ne vefen morse e soñj da blantañ thuya.
Furchal a ran em notennoù-lenn Xavier Grall. Trugarez komputer-chakod ker (benniget e vefe lâret e 101 :-)) :
« testamant an derv, urzh ar siprez» (le testament du chêne, l'ordre du cyprès)
Kevrinus e chom ar gerioù-se evidon. Met ma prederian warno ur wech an amzer ... :-)
Ma, Grall eo ar barzh benniget, evidon-me, se zo sur, milliget ivez d'an tu all, avat. Komputer me oar me, ne laran ket.
Me a gred eo urzh ar siprez ur seurt skeudenn tennet ouzh ar vered, urzh ar siprez en ul linenn rik a-hed an hentoú. Ur wezenn iskis ha tenval eo. Konifer hirisus.
N'ouzon ket petra eo testamant an derv... marteze skeud ar wezenn, pe kabelloú-touseg binimus... N'eus forzh, un dra bennak trist a dalv, met brav ar skeudenn.
Rédigé par : Ingivaldur | 08/08/2006 à 22:02
D’am soñj (’m eus ket lennet an destenn gant Xavier Grall, ne lâran ket), ret e vefe klask kompren an div skeudenn a-gevret. Urzh ar siprez zo ur skeudenn dennet ouzh ar vered sur a-walc’h, met ne gavan liamm ebet gant an eben skeudenn. Me a glaskfe kentoc’h ul liamm e-keñver an tuadur en egor. Ar siprez a uhela war-zu an oabl tra ma sank an derv don en douar. Ar siprez zo ur skeudenn dennet ouzh an dazont, skeudenn an esper (ha setu perak e vez kavet kement siprez er beredoù). An derv zo ur skeudenn tennet ouzh an amzer tremenet, gant gwrizioù don (ur wezenn a vev pell-tre). Testamant an derv, al liamm gant an amzer tremenet, urzh ar siprez, al liamm gant an dazont. Testamant an derv, a zesk ar furnez dimp ; urzh ar siprez, a c’houlenn fiziañs hag esper diganimp.
Rédigé par : Rémi | 09/08/2006 à 09:53
Evit ur wech en em silan war ho plog dre hini Ingivaldur, ha petar lennan!Kaoz zo deus Xavier.P'emaon oc'h adlenn an holl oberennou gantan am eus (ret din kavout ar re all ouzhenn-se)evit un diskouezadeg a zeu, e c'hellan degas ur vatezeadenn all m'emaoc'h a du.Ma m'eus sonj mat e komze kalz ar mignon Grall eus gwez en doa plantet en e jardin e Botzulan, a c'hoarie brav gant an aveliou karet, en o zouez, "un cypres d'Italie", nann? M'eo gwir pez a laran e c'hellfe bezan liammet ar skeudenn se ouzh ar siprez-man...da welout.Forzh penaos me a-wechou e kavan gwelloc'h chom hep komprenn.Hommages
Rédigé par : ItronH | 02/11/2006 à 10:23
Donedigezh vat ItronH !
Emaon o c'hoari gant ar meno da lakaat, un deiz bennak, Erwan Tymen, saver-liorzh brudet anezhañ, da gomz diwar-benn Xavier Grall : http://yann1.typepad.com/blogyann/2005/11/liorzh_erwan_ty.html.
Rédigé par : yann | 02/11/2006 à 15:15