Divizet ganin foetañ bro war zigarez mont da saloñs al levrioù e Karaez, a oa dalc'het an dibenn-sizhun tremenet.
Dedennet eo an dud ken ez int gant an Arvor. Ha me o weladenniñ an Argoad bep wech 'm eus tro d'ober.
Setu, digwener, goude bezañ tremenet e-biou Roazhon e kregan gant un tamm kantreal a-hed ar Menezioù Are. Un 50 km bennak eus ar gêr-se emañ ar runioù kentañ, tro-dro Becherel evit gwir, ma 'm eus lennet ur wech all war ur skritell bennak edo ar c'hêrig-se ha Lokronan bep e penn ar chadennad. An eil e Breizh-Uhel hag egile e Breizh-Izel. Ha bet o-div gwechall lec'h a relijion ha bet graet berzh war industri ar gwiad ganto.
Kemeret penn an hent war-du menez Bel Air ganin, goude bezañ gwelet arouez ur gwel kaer war ar gartenn. Etre Collinée (Koad Linez) ha Moncontour (Monkantour) emañ.
En ur dremen dre St Launeuc, e-kichen Merdrignac, e choman a-sav dedennet gant ar wezenn-ivin gozh-noe e-kichen ar chapel, kaer anezhi ivez.
E douar-teil kreizenn kef ar wezenn-gozh e kresk ur wezenn-babu, a vez graet merisier anezhi (e galleg). Keñverit al loch pellgomz ouzh ar c'hef.
Stad en annezidi ar vourc'h gant o gwezenn !
En ur dremen greomp un tammig bruderezh evit levrioù diwar-benn ar gwez e Breizh.
An hini kentañ zo em zi e Paris. Gwelet a ran ez eus re all ha c'hallfe bezañ interesant ivez
War lein Bel-Air : ur chapel all, doare dezhi bezañ bet savet en XIXvet kantved. Dilezet an tamm anezhañ. Skeudennoù ebet diganin emañ an serr-noz o tont. Melloù antennoù a freuz kened al lec'h. Kempennet un toull-noz e-barzh mogerioù un ti-feurm. Ur c'haer a wel war ar vro. Emañ an departamant o paouez adplantiñ ur c'hoadig gwez-fav kempennet diouzh stumm ur steredenn, kurunenn war he zro. Diskleriet eo war ur bannell e blij aer fresk ha gleb Breizh d'ar gwez-fav, setu-int unan eus arouezioù ar vro. Ha me bezañ lennet e vez ar bec'h warno gant an adtommañ-hin ! Hag ar gwez-derv-glaz, arouez ar C'hreisteiz anezho, o vezañ en o bleuñv, ma c'hellan lâret, e Breizh !
Ger ebet evit pezh a sell ouzh ar chapel he deus hi-ivez ezhomm braz eus un tamm adkempenn. Anzav a ran ne gavan ket anezhi gwall gaer.
Ha me o vont war-du Monkantour, gant an hent VTT a asant degemer ma c'harr. Da serr-noz, war glask gwele, e foetan kêr, kaer-kenañ anezhi ha hi "petite cité de caractère de Bretagne" evel Becherel ha Lokronan. Leti ebet, na kambr-ostiz. Setu, gant keuz e plegan da 'm flanedenn. Kemer a ran penn hent Sant-Brieg da c'houlenn bod digant ti-Accor ... ur wech ouzhpenn. (da vezañ kendalc'het)
Commentaires
Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux des commentaires de cette note.