Saloñs ar madoù ("salon de l'immobilier") en Oriant.
D'e geñver e oa bet aozet un diskouezhadeg ha prezegennoù gant Ti ar Saverezh e Breizh (Maison de l'Architecture de Bretagne), diroet Priz ar Saverezh e Breizh gantañ war un dro ivez. Bet c'hoarvezet an diskouezadeg eus an oberoù kinniget gant ar genstriverien. Niverus e oant ken e oant. Panelloù kempennet mat. Met levr(ig)-daspun ebet siwazh.
War e ziskar emañ an doare nevez Vreizh (style néo-breton) war a seblant. A-vremañ emañ ar raktresoù kinniget a-zevri. Hag an awen Vreizh e kement-se ? Ha me, ne oa ket deuet d'am spered klask anezhi, ken plijet ma oan gant doare arnevez an traoù
Ha gwir e vez ar pezh a skrive Max Jacob da vMarcel Béalu ? A drugarez d'ur burzhud e vefe 6 miz trawalc'h evit ma ya peb savadur da vezañ Breton. (meneget Daniel Le Couédic e "Bretagne un (XXe) siècle d'architectures") Ouzh ar vailhed e c'houlennan.
Bet diskouezhet un ti nevez savet e Merville, karter an Oriant anezhañ, lec'h ma bugaleaj ha hini ti ma mamm.
Bet displeget e vennozh gant ar saver.
Un tamm respont d'hon goulennidigezh marteze.
Evel ma vefe eus ti-kêr nevez Sant-Feliber ?
Setu bremañ gwerzhet tiez arnevez ha tiez o framm e prenn en hor bro (trecobat).
Ha gwelet dremmskeudennoù nevez ganin en ur foetañ maezioù Aodoù an Arvor
Hemañ a zo e berc'henn, den yaouank anezhañ, mestr-ober warnañ. Prenet e dres digant un archited eus Sant-Brieg, savet e framm gant ur c'halvez. Hag ar peurrest graet gant ar paotr e-unan.
Da geñver ar c'hemm brasig-se e vo saverien ti n'int ket anavezet c'hoazh o tont war wel marteze. Re hag a ginnig patromoù nevez hag a ra berzh.
Antronoz-beure, war-lerc'h ar saloñs, em boa lennet pennad OF. Ger ebet a-zivout ar saverezh tiezh. Ne oa ket bet embannet c'hoazh disorc'h ar genstrivadeg ganto. Hag ar c'hazetenner o kontañ bec'h ar c'houbladoù yaouank, mennet anezho da gaout o zi. En aner. Diouer a dachennoù zo en Arvor, paket e klogor ar madoù (bulle de l'immobilier) anezhañ, setu int kaset d'an Argoad da gaout o c'hoant pe da dremen gant ranndiez.
Commentaires
Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux des commentaires de cette note.