Boas on da ober ma zro VTT e tro Plaenenn Neauphle. Glaz ar blaenenn, sioul Kêr-Neauphle en he c'hichen.
Emañ ar parkeier-mañ hag an tier e Parrez Plaisir. Met bez' ez eus tier eus Parrez Neauphle hag a zo war vord ivez.
Ha lennet ganin a-nevez e c'hellfe sevel trouz ha firbouch dre amañ. War a lennan e-barzh ar "Parisien" emañ ar PSG, klub mell-droad brudet anezhañ, e soñj treuzlatiñ e gamp gourdoniñ. E koad-meur Sant-Jermen emañ hennezh bremañ. Al lec'h-mañ, kinniget gant Kêr-bPlaisir anezhañ, a zo e-touez an dornad emañ ar c'hlub o tibab etrezo.
Setu mantret an annezidi zo o chom e-kichen, a gave dezho e vefe sioul o endro pell bras.
Aotrou maer Plaisir an hini eo a zo perc'henn an dachenn. War a lavar ne ray ket e vad eus an dra-se ! Rak feurmet e vo al lec'h, gwerzhet ne vo ket.
Dimp da gompren penaos ne ra ket an den e vad pa feurm e-lec'h gwerzhañ !
N'en deus ket ar maer da gaout aon rak ar vouezherien bet lakaet diaes. E parrez Neauphle emañ ar peurliesañ anezho o chom, hag ar peurrest a vez stag start ouzh an tu dehou evel ma 'z eo-eñ emichañs.
Plijout a ra din an dro-lavar vreizh -mañ : "Penaos emañ ar bed ganeoc'h ?"
Emañ ar bed gant an den o cheñch dalc'hmat. A-viskoazh ha da-viken.
Hervez ar skritell-mañ, he gwerenn saotret en un doare ken trist, e oa liestrevad amañ gwechall gozh : chatalerezh, gwerjezoù, gwini, ha m.o.m. Parkeierigoù e-lec'h ar Park divent zo bremañ.
War wasaat e yelo an endro amañ. War wellaat e yelo e koad-meur Sant-Jermen emichañs.
Bon ! Pell emañ Sant-Jermen din da vont di da ober ma zro memestra ! Ret vo din en em frealziñ dre deuler un taol-lagad d'ar gwel kaer-mañ en ur dreuziñ Neauphle
Les commentaires récents