Sul beure anezi, aet ma gwreg da Vro Danmark d'ober war dro he mamm, kavet toull an ti ganin (evel ma lavar Sant Jules Gros), e soñjan mont da zijuni en davarn ha prenañ boued war un dro. Setu me gant ma c'harr war-gaout Neauphle, a blij din ar gêrig-se.
Digor an ti-bara, serr an davarn. Ha me gant ma hent adarre da
gavout un daol-evañ da lakaat ma "chausson aux pommes" warni e-kichen
ur banne kafe. Ar "chausson aux pommes", n'ouzon ket petra vez graet
eus al lipouserezh-se e Brezhoneg. Ha me taer an tamm ac'hanon warnañ.
Goude
bezañ foetet bro un dek km e erruan war-dro Maurepas. Mont a ran diouzh
ar skritell " le village ". En ur steredenn-hent e welan an davarn
venniget, "bistro de la tour" war he zal, un tri pe bevar c'harr en he
c'hichenn.
E Portugaleg emañ ar gaoz o tibun etre an ostiz hag an
dornad a arvalien. Skerboù ha bannieloù kluboù "futebol" a c'holo ar
mogerioù hag al lein. "Força Portugal" eme ur skerb e livioù ruz ha
gwer. Dont a ray un den yaouank bennak c'hoazh. Hag int o vont e
Portugaleg ivez.
"C'hwi a dle bezañ eus ar Portugal" emezon-me d'an
ostiz pa baean. Diouzh e vouschoarzh e welan ne gav ket re fentus ma
ger. Emañ ar gwir gantañ siwazh. Pe emañ o paouez komz eus ar
vanifestadeg gant e vignoned. Drouklaouen eo an dud eus ar Portugal
gant o gouarnamant a-hervez. Graet e soñj gant hennezh nebeutaat
koñsuldioù o bro e Frañs.
Pa emaon war ar blasennig adarre e welan eo bras awalc'h an ostaleri, he sal-debriñ enni hag he zi all outi. Emichañs e vez leizh a dud eus Portugal war ar pemdez da vare meren.
Ha me da vont da glask da welet an tour, bet roet an anv ken gall d'an davarn dioutañ.
Eur chapel ez eus en e gichen.
Ur c'haer a weledva gant ar stang en traoñ. Ar maez evel pa vijed 100
km eus Pariz. Roud ebet eus kêr-nevez vras-meurbet a zo eus Maurepas,
darn eus St Quentin-en-Yvelines.
Nag eus an divroidi a zo o chom enni. Hini ebet anezho e-touez ar valeerien a welan. Degaset eo da soñj din pezh a lavare ur mignon din a zo o chom en Naoned. Ne vez ket gwelet an divroidi war ar maez e Bro Naoned. Ha leizh anezho o chom eno. Roet en doa ma mignon da c'houzout din petra oa an abeg d'an dra-se hervezañ. Mes n'em eus ket dalc'het soñj.
Awenet e vez tud zo eus Maurepas gant an tour kozh, war a seblant.
Ya, dreist eo oberenn sant Jules Gros, pe Jules Gros benniget, giz ma vefe laret e 101... Plijus e vez tourioú ha tavarnioú, ha chapelioú ivez.
Rédigé par : Ingivaldur | 25/03/2007 à 12:53