Ur
c'hendegouezh eo. Emañ Rezore o paouez embann ur bilhed
diwar-benn notenniñ ar vugale er gantinenn pa edon-me
war-bouez kinnig ar pennadig-mañ.
Klevet an danevellig-mañ digant ur paotr hag a oa kuzulier da Herve Bourges pa oa hennezh rener ar chadenn gentañ, a vez graet TF1 anezhi bremañ. Da c'houlz-se ne oa ket brav stad ar chadenn, hag e oa HB o klask adlakaat anezhi war he flom. Setu an istor :
Deuet eo ar paotrig Einstein er gêr eus ar skol e follenn-notennoù gantañ. Paket 3/20 e matematikoù ha 18/20 e violin. Hag eñ o tiskouezh d'e dad. Ha petra a ra hemañ ? Ober a ra e c'hourc'hemennoù dezhañ evit ar violin ha ne lavar grik diwar-benn ar matematikoù.
Bon
! N'on ket sur e vefe gwir an istorig-se. Hag e plij din memestra.
Commentaires