Meur a wech on tremenet e-biou d'an ostaleri-se ha me bet dalc'het er-maez gant gwel ar vogedenn fetis a oa e-barzh.
Hiziv, digoumoul an oabl, ez an tre.
Emañ an daol-evañ prenn, tuzum an tamm anezhi, etre ar palierad
kazetennoù hag hini butun. Mont a ran d'he fenn diac'hub. Er penn-all,
an ostiz an hini, paotr postek anezhañ, uhel e vouezh, startijenn
dezhañ, a ren ar gaoz gant an dornad pratikoù. Treiñ a ra e sell war ma
zu en un ober ur sav d'e benn. Peuzyouc'hal a ran ma goulenn banne.
Diwar ma flas e taolan ur sell ouzh an dud a-hed an daol. Daoust
penaos emaint o c'houzañviñ diouer o sigarettenn. Unan a zalc'h e hini
dienaou en e zorn. Kement a betra a dalv ar jestr-se ? Gwell a ran unan
all o tennañ e beadra butuniñ er-maez eus ur sac'hig plastik. Ober a ra
e sigaretennoù e-unan war a seblant. Krog eo d'ober unan bremañ. Lakaat
a ra anezhi etre e vuzelloù hag enaouiñ e zirenn. Ha me, pront evel
Leoniz, siwazh, o c'helver warnañ ! Hag eñ badaouet oc'h estlammañ :
- Ho tigarez ! Ankounac'haet-krenn em boa !
Keuz 'm eus d'am divegamant.
- Ho tigarez ! Emezon. N'eo ket din da sachañ hor evezh !
- Ken boas e vezan d'ober, c'hwi a oar ! emezañ. Pezh zo drol : pa
vezan en ospital ma vez prederiet ma c'hrign-bev ne vezan ket laket
diaez, tamm ebet, o chom hep butuniñ.
- Ya ! Abalamour d'ar boaz an hini eo ! Eme e amezeg. - Ha me a zo ret
din divutuniñ pe e varvin. Bet on en ospital ivez ha bet digoret. En
arvar eus an nefrit emaon.
Un tammig diwezhatoc'h e lavaro hemañ e ya betek tri fakad Gitannes gantañ bemdez.
Mont a ra ar gaoz etrezomp ur pennadig c'hoazh. Hag int paotred dudius o c'haoz daoust d'o flanedenn.
Kerkent hag echu o banne bier ganto, ez eont kuit. Er-maez d'o butun 'm eus aon.
P'emaon er-maez d'am zro, e teu d'am spered un dra hag a voe lavaret din un deiz :
"C'hwi a zo 'gwerennad hanter c'houllo' !"
Gant ur penn-bras-bras an hini eo e oa lavaret an dra-se din. En
embregerezh e oan o labourat ennañ. Setu-me nec'het an tamm ac'hanon,
me 'lâr deoc'h ! Gwell a se din em boa kavet war-lerc'h ar pezh a skriv
an aotrou John Kay, Skosad anezhañ, diwar-benn ar strateji :
"ober e vat eus e berzhioù-mat pe zigalzañ e nerzh o reizhañ e sioù fall eno emañ an dalc'h".
Commentaires