N'eo ket pep hini o ouelañ abalamour d'ar Bourse bezañ deut war a-dreñv. Bez ' ez eus un den hag a gav dezhañ eo un dra vat goude holl.
“N'eo ket kemmet talvoudegezh an embregerezhioù” eme an Aotrou Skosat John Kay a skriv er Financial Times. Kemmet eo pezh a vezont prizet hepken. Gwerzhet o c'hevrannoù gant tud kozh ha prenet gant tud yaouank hag o deus amzer da c'hortoz. Setu treuskaset un tamm mat a binvidigezh eus an eil rumm d'egile.
A-dra-sur, emañ an darn vuiañ ac'hanoc'h o klask eveldon penaoz gounit arc'hant er bourse. N'hon eus ken nemet postiñ ur som dalc'hus bep miz, eme JK, anezhañ armerzhour, ha war an hir termen e talvezo muioc'h eget ar pezh hon devezo paet. Setu ! En em gavomp a-benn un ugent bloavezh ac'hann hag e vo gwelet !
A fall in prices can often be good news (e saozneg)
Commentaires