En Oriant, e Merville, ma c'harter genidik emañ. Savet e oa gant un embreger saverezh-ti, anezhañ enbroad eus Bro Italia, d'ober war an dro e di-annez hag e stal.
Blaz-reizh en doa ar paotr, a gav din bremañ, hag eñ "paour astennet" aet da binvidig-mor gant labour adsevel An Oriant goude an eil brezel-bed.
Gwechal ne oa ket ar c'hiz lakaat a bep seurt liv war dalbennoù an tiez evel m'emañ bremañ. "Lorient la blanche" em boa lennet en ur gazetenn.
Ne zeue ket war wel tres an talbennoù ken brav ha bremañ.
Eus un draig all em eus dalc'het soñj. Birvilhet e oan gant karr-tan tiegezh an embreger-se : un Talbot. An oto-se a oa ar brasañ eus an dud o trougveskañ anezhañ gant ar Citroen 11 pe 15 CV. Dont a rae an itron da stal-ispisiri ma mamm. Ha me eno a-wechoù da reiñ skoaz. Sed aze ma mamm o lavaret dezhi : "Sot eo ma faotr Yann gant ho karr." Ha me o klask displegañ : an Talbot a oa anezhañ ur c'harr eus ar c'hentañ !
Salud ! Ur blog bravigoù e brezhoneg am eus...
http://mevena.canalblog.com
ken ar c'hentañ !!
Rédigé par : Mevena | 08/04/2008 à 22:55