Un abadenn e Brezhoneg zo savet gant ma mignon Joseph war Radio Bro Pariz. Hag eñ o c'houlenn diganin kemer perzh ha kinnig levrioù. O teskiñ ar yezh c'hoazh emaomp hon-daou ! Bon ! Ret e vez neuñviñ pe veuziñ, evel ma vez lavaret !
Peseurt levr dibab da gentañ ?
Unan bihan, ul levrig gozik, 'm eus
tapet : "Ur wech e oa" gant Albert Deshayes, embannet gant Skol-Vreizh.
Lakaet eo da vezañ lennet gant krennarded moarvat. Met plijus ha
kelennus 'm eus kavet anezhañ. Ha dreist-holl eo skrivet e Brezhoneg
yac'h hag aes e lenn. Pezh a zo pouezus-kenañ evidon hag a vo evit
deskarded all war ar yezh, a dra sur, n'eus forzh pe oad int.
N'eus ket lavaret kalz a dra diwar-benn piv eo Albert Deshayes. Ur
bigouter emichañs, mestr-skol pe gelenner e Kemper, war a lennan en displegadennoù a zo roet d'an destenn.
Tri fezhig c'hoari zo, startijenn ganto. C'hoariet e oant gant skolidi e Kemper er bloavezhioù 90. Tro a oa roet dezho da lakaat o ijin o-unan e-barzh.
Setu pezh a lavar an daneveller e "Baron ar pont hag e virliton Yann"
: "Reizhet eo bet diouzh ur gontadenn, "Histoire du roi Kaboul 1er et
du marmiton François Gauwain", bet savet gant Max Jacob, ha lakaet
dindan ar stumm-mañ gant skolidi ar CM1, Skol staget ouzh Skol Normal
Kozh Kemper ha gant o mestr."
Reuz zo savet etre ar Vigouterion hag ar C'hlaziged. Mod Krenn-Amzer,
d.l.e. kleze en o dorn. Emañ Yann o c'houlenn Gwennola, merc'h da
Varon ar Pont. Daoust hag-eñ e teuio an tamm louarn a zo anezhañ a-benn
d'e daol ?
"Herve an deskard Meliner" a zo ur "gontadenn, e doare Fanch an Uhel, savet e galleg gant skolidi skol Jean-Monnet (Kemper) - bloavezh-skol 1995-1996 - ha troet e brezhonek gant o mestr-skol Albert Deshayes."
"Diwar ur pezh-c'hoari bet savet e galleg gant ar vugale a 10-11 vloaz
eus skol Jean-Monnet Kemper (bloawezh-skol 1991-1992)", e teu ivez
"Mojenn Konomor". Hag ar pezh-c'hoari-se savet diwar al levr Gildas de
Rhuys, moine celtique, gant Y. Mauffret. Ur mac'htiern eus an VII°ed
kantved e oa Konomor anavet e Bro-Gernew dindan an anw a Roue Marc'h."
Tro dimp d'ober anaoudegezh gant unan eus hor mojennoù-diazezañ ! (mythes fondateurs)
Commentaires