N'ouzon ket pegoulz e oan degouezhet gant an dra gevrinus a vez graet "design" anezhi. Ha me dedennet gantañ ken ez on daoust din bezañ diouiziek a-walc'h.
Moarvat pa'm boa anavezet ma gwreg ha Bro Danmark war an dro. Rak pellvrudet eo an design eus ar vro-se. D'ar c'houlz-se, er bloavezhioù tri-ugent, e oa Arne Jacobsen (*) o ren. Anavezout a rit gador hennezh moarvat :
Dalc'het 'm eus soñj e oan bamet gant taol ha kadorioù Eero Saarinen, anezhañ eus Bro Finland.
Trugarez da www.knoll.com evit o bank skeudennoù ! (N'em eus ket gwelet e oa miret ar gwirioù.)
En
deiz-all e oan aet d'ur brezegenn en ti nevez Breizh e Pariz. En un
doare a vremañ eo kempennet hennezh. A-ratozh-kaer, a-hervez ! Fellout a ra da Marylise Le Branchu e vo liammet Breizh d'ur skeudenn arnevez ! Setu-me
plijet o lakaat ma revr war unan eus ar c'hadorioù-mañ :
Ha dec'h em boa lennet en Telegram e oa enoret daou designer Breizhat gant Bro Danmark. D'ar vreudeur Bouroullec, genedig eus Kemper, eo bet roet Priz Finn Juhl (**) 2008.
Kit war o lec'hienn ha na vankit ket o gwele-kloz mod-nevez ! (--> projects, --> in the beginning)
Plijout a ra da dud Flickr ar bezhin, ....
... a c'hell an den ober a bep seurt traoù ganto : Vitra. Ker-ruz evel-just : 114 euros ar voest a 50 a c'holo 2 m2 hepken.
Ha m'ho peus amzer c'hoazh e c'hellit mont ivez war lec'hienn o luc'hskeudennerez Morganne Le Gall a zo traoù e-barzh a gavan plijus ivez
(*) En ur ober ur welladenn da liorzh Arne Jacobsen e Kopenhag an hini eo, eme Erwann Tymen, designer liorzhoù ha penn Breton, e oa deut ar c'hoant d'e vicher dezhañ .
(**) Anezhañ designer arrebeuri : Flickr Finn Juhl
Commentaires
Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux des commentaires de cette note.