E Bro Danmark, bro ar "flexicurity" ez eus bet harz labour kalet gant re dindan ar stad ...
(Implijet 'm eus Bank Termenoù TermBret)
Ha setu me o tremen hebiou d'ar vanifesterien-se, manifesterezed kentoc'h, en ur vont gant ar c'harr dre ar porzh-pesketa "Hvide Sande".
Evel ma welit emaint o vale war riblenn ar straed, evel gwir Daniz, doujus d'al lezenn !
Meizet o deus e oan o fotografiañ anezho. Doare dezho bezañ plijet.
Skrivet ganto war an dornioù ruz an abegoù d'o harzlabour : "muioc'h a c'hopr" ha "muioc'h a zornioù" d.l.e. muioc'h a dud war an dachenn labour" :
Souezhet e viot moarvat o c'houzout ne fell ket d'an Daniz yaouank mont da labour dindan ar Stad. 6% anezho hepken a lavar en ur sontadeg e vefe gwell ganto hen ober eget labourat er gennad prevez.
Ar c'hopridi er gennad publik, eta, a vez izel o c'hlipenn ! Rak o micherioù a vez dister o brud. Ken o deus aon pennoù bras zo e yafe perzhded ar servijoù publik war fallaat rak diaes e vo dezho, moarvat, goprañ tud barrek awalc'h.
Dav eo adreiñ o prestij d'ar vicherioù-se, eta. Mat. Met daoust hag e vo trawalc'h lakaat kresk war ar goproù ? Tud zo hag a gav dezho ne vo ket.
Ar gopr, emezo, n'eo ken nemet unan eus an arventennoù (parametroù). Re all zo hag a zo didermenet ar prestij diouto : an doare da enoriñ an dud, d'o stummiñ, da aozañ ha da zibunañ o labour ha m.o.m...
N.B. Diouzh ar c'heleier diwezhañ emañ ar c'hrevisted oc'h ober o meno eus an emglev marc'hataet etre o sindikat ha kevredigezh ar c'humunioù. Ur bern traoù o deus bet ha, drol-awalc'h, diaes eo jediñ pegement e vo kresk o fae. Darn a lâr war-dro 13%.
Commentaires