Ar pep brasañ eus an dud a rumm ganin o deus bevet gwelloc'h eget o zud. Hag hon tud o deus bevet gwell eget hon tud-kozh. War a seblant ne vez ket heñvel evit hor bugale, siwazh.
Emaon o paouez lenn ur pennad e saozneg maz' eo kontet bec'h tud yaouank zo, en o 20-30 vloaz, en Europa...
... Ha pa vefent "diplomet" mat, e vez diaes dezho kavout labour gopr dereat gantañ. Ken en deus unan, Antonio di Martino, e Bro Italia, dilezet e studi ijinour-aeregor, o welet e oa ken dister gopr e gamaladed. Hag-eñ d'ar c'houlz-mañ evezhier kouronkañ en ur poull-neuial ! Eñ hag e gamaladez, a zo war o c'hein c'hoazh, daou vugel da sevel.
E Frañs e 1970 e veze gopr ar re 50 vloaz 15% uheloc'h eget hini ar re 30 vloaz. Bremañ e vez 40%.
"Mileuristas" e vez graet eus ar rummad-se e Bro Spagn. D.l.e. ar re a c'hounit 1000 euro. Hag e Frañs, en deus ijinet an Aotrou Louis Chauvel ar ger "Babylosers" e kemm diouzh "Babyboomers".
Kalet o flanedenn. Chañs ebet da brenañ ul lojeiz gant ar c'her ruz eo deut ar saverez-ti da vezañ.
Nag evit-se eo aet pinvidigezh Europa war gresk un tamm mat. Daoust ha petra zo c'hoarvezet. Goulennet ez eus bet gant ur sokiologour pe armerzhour bennak.
Hervez an aotreier Daniel Gros ha Iain Begg, n'eus ket kement-all a bostoù labour ken er greanterezh hag er gennad Stad hag a zegase diogel ha goproù mat. N'eo ket unvan ken ar renkad etre (classe moyenne). En heveleb gennadoù ez eus labour gopraet mat ha labour gopraet dister. E Frañs an "insiders" a vez diwallet o postoù labour gant al lezenn. War an "outsiders" an hini eo emañ ar bec'h, d.l.e. war ar re zilabour pe ar re ziasur o labour. Evit ar re en o ugent pe dregont vloaz e vez pouezus-kenañ skoazell o zud keit ha ma vezont o stourm da zont e-touez an "insiders". Setu ma vez gwelet adarre stourmoù sokial taer.
Ret eo e yelo war gresk niverenn ar postoù labour gopraet mat. Gant-se ez eus ezhomm da lakaat tout ar pakad en deskadurez, en enklask hag er neveziñ.
Implijet m' eus TermBret
Commentaires