Setu ma oa stanket An Drinded-Karnak gant ar besketaerien e-kerzh Spi Ouest-France. Bet on dec'h o reiñ un taol-lagad. E Sant-Feliber e oan pa oa c'hoarvezet. Ha me mont da welet ...
Tud ar regatoù, harzet d'ober o redadeg, a oa an ostalerioù leun-tenn anezho. Ur radio, France-Bleu marteze, a oa klevet o skignañ war-eeun war ar c'hae. N'em eus ket gwelet ar fun a oa lakaet a-dreuz ar stêr.
Bodet e oa ar bagoù-pesketa ouzh penn ur chaoser.
E-kreiz ar flodad ar gwenn-ha-du nevez-flamm hag ur vanderolenn bennnak, komzoù "flour" da Sarko warno.
E-kichen ar banniel, nevez-flamm eveltañ, ur pezh-mell bag, "gwenn-ha-du" hec'h anv ivez. Doare oa dezhi ha d'he c'hensortez "an Triskell" delc'her ar flodad a-bezh a-gevred.
E-kreiz strollad ar "re-vihan" e spurmantan unan, "goanag" hec'h anv. Ha Sarko o komz alies eus an "espérance" !
Pelloc'hig, etre div chaoser, emañ rummad ar re 6m50 o c'hortoz . An hini eus Pornig a zoug uhel livioù he Bro Raez.
En ur dont en-dro d'am marc'h-houarn, e klevan gant ar radio ez eus bet asantet gant ar besketaerien da ginnigoù nevez graet dezho. Setu echu ar stankadeg. Gallout a raer kregiñ gant ar regatoù !
Hag ar besketaerien mont a-raok war-du o flanedenn ...
Re ziwezhat e oan bet da vont d'ar prezegennoù ma veze displeget o bec'h gant ar vanifesterien d'ar regataerien. Setu netra n'em eus da lavaret deoc'h ne ouifec'h ket c'hoazh diwar-benn dazont ar pesketaerezh e Breizh! A nevez-zo 'm eus lennet en Telegram e oa bras awalc'h warlene divigad kevredigezh porzhioù-pesketa kreizteiz Penn-ar-Bed. Hag a-hervez, emañ priz an eoul-maen lañset war hent an 200 dollar.
Commentaires
Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux des commentaires de cette note.