Moarvat ho pez tro da vont da gKaraez da geñver meur a zarvoudoù sevenadur Breizh a vez eno. Ha marteze oc'h bet o kousket pe oc'h evañ ur banne el leti "Noz Vat". Ma n'oc'h ket bet c'hoazh, kit d'ober ur weladenn kentañ gwech. Ouzhpenn m'eo dalc'het gant tud dereat-meurbed e plijo kinkladur an ti d'ar penn-breton zo ac'hanoc'h, ken e ray.
Gant an ajañs design Celtia eo bet ijinet ha kempennet. War lec'hienn honnezh eo skrivet : "Celtia : un design Breizh. Gant Celtia eo ganet ul linenn ginklerezh hag a gemer hec'h awen digant sevenadur Breizh bet displeget en un doare modern. Lakaat a ra spered-krouiñ an arzourien, an artizaned hag an embregerezhioù Breizh da dalvezout."
Ha gant-se spered ar Seizh Breur an hini zo gant Danièle Floc'hlay, hag hi bet savet an ajañs ganti.
Lennit muioc'h (e galleg) war Blog Breizh ha Copernic
Claustra Celtia krouet evit la résidence hôtelière Les Côtes d'Armor e Plestin les grèves, Aodoù-an-Arvor
Commentaires
Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux des commentaires de cette note.