Meur a Italian zo deuet d'An Oriant etre an daou vrezel. E-leizh anezho a oa sevel tier o labour. Ha me 'm eus dalc'het soñj bezañ gwelet kirri-samm o embregerezhioù alies a-walc'h.
Doare tier eus an Itali a oa degaset ganto, dreist-holl pa veze o sevel evito o-unan.
Setu ti-kêr An Oriant hag Italia-Morbihan oc'h aozañ ur weladeg. Disadorn (d.l.e. 'benn warc'hoazh !) d'an 7 a viz mezheven e vo. Emgav da 15 eur, e Keryado e-tal an iliz Santez Teresa. Ur c'harr-boutin a vo. Hag ur skod ivez : 5 pe 3 euro 'm eus ket soñj ken. War dro 1e30 e pado.
Bon! Dav e vo din tapout ar skeudenn pa vo an heol o parañ ouzh e dalbenn d'an ti!
Commentaires