Ra chomo pell c'hoazh en e sav
Ar chapelig war ribl ar mor
Ma c'hello Sant Tei diwar e zor
gwelet ar bageier o treizañ...
Setu , hervez www.cleden-cap-sizun.com, pezh eus eur kantik diwar-benn chapelig brudet Sant Tei (Saint-They) war Veg ar Vann.
Gant ar barrioù amzer ez afe ar mor war-raok hag an tornaod war-gil
En arvar emañ ivez Chapelig Maarup e Bro Danmark.
Chapel MaarupLakaet en linenn gant mari paintbox
Evel ma welit mar karit mont amañ : Politiken , emañ honnezh war-nes kouezhañ war an draezhenn. Hag -hi savet 2 (g)km eus an aod er bloavez ... 1200.
Mall zo war an dud e-karg ha tabud zo diwar-benn penaoz e vo saveteet.
Emañ ar gouarnamant e soñj he disevel hag adsevel e lec'h all. N'int ket a-du Mignoned Chapel Maarup gant se. Hag int o lavaret e c'hell hag e tle bezañ miret ar chapel war al lec'h m'emañ. Da lavaras int n 'eus ken nemed pompañ 100.000 m3 traezh diraki hag ober gant teknologiezh an embregerezh Skagen Innovation Center da harzañ anezho ! Ma lennit Saozneg ha mard eus ur fizikour eus an tamm ac'hanoch, kit neuze war lec'hienn ar re-ze ha lennit ar pezh "theory" e ditl :-)
Commentaires
Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux des commentaires de cette note.