En ur vont da Garaez da saloñs al levrioù e paouezan er Faoued da evañ ur banne kafe. "Chez Suzanne*" a welan war varr an ti. Hag ur paotr frammet mat an hini eo hag a zegemer ac'hanon diwar an daol-evañ mod arrebeuri Breizh dezhi. Ouzh honnezh emañ ur plac'h ha daou baotr en o c'hoazez.
N'em boa taolet pled ouzh ar gaoz pa glevan ar plac'h : "ar gozhni an hini eo ! Bon ! Ne vern ! Ne ran ket a van ! ... Dal ! Ro ur pok din ha me kuit!"
Ur pennadig goude :
- N'emañ ket an orlojenn d'an eur, eme ur paotr.
- Geo ! emezon-me o welet eo bet lakaet war-gil d'an eur-choañv.
- Un tamm war-raok emañ, eme an ostiz. Hag-eñ o tisplegañ din : evel-se e vez aesoc'h kas an dud er-maez d'an eur-rik pa vez serret ar stal diouzh an noz... Bon ! Gouzout a reont an dro! Ne vez ket mall warno pa lavaran dezho "poent eo mont kuit !" Amzer e kemeront da achuiñ o banne.
Da noz war hent an distro eus Karaez e teuan di adarre da c'hortoz digeriñ ti-krampouez Ar Billig. Emañ an ostizez eno. Ur pennadig war-lerc'h e vo graet he anv bihan diouti. N'eo ket Suzanne ! Bon ! Kompren a garo ! Ne vern ! Kempennet brav ar stal ganti ha gant he gwas. Hag ur familh bennag o tont gant bugaligoù.
P'emaon o kendelc'her gant ma hent etrezek An Oriant e treuz ur gaouenn sklêrijenn gouloù ma c'harr. Lavarit din 'ta e oa seblant vat !
* cheñchet eo bet an anv evel-just
Trugarez vras deoc'h evit ho kelaouenn genrouedad! "eur-choañv" ==> eur-c'hoañv, mar plij :)
Rédigé par : breizh | 21/01/2010 à 18:30
Mat an traoù ganit ? An amzer zo brav e va kêr. Bevañ a ran e Bro-Alamagn, e Rothenburg ob der Tauber. Al laboused zo oc'h seniñ. Kaer eo ar vuhez.
Rédigé par : anonymous | 24/06/2010 à 05:29
An amzer zo brav em c'her. Me a gav diaes.
Rédigé par : anonymous | 24/06/2010 à 05:51
o seniñ.
Rédigé par : anonymous | 24/06/2010 à 05:52