Bremañ gant enkadenn an arc'hant bras n'eus ken nemet anv eus distro ar Stad.
Ha tregont bloaz zo e soñje d'an Amerikaned ha d'ar Saozon e oa aet o broioù re bell war hent ar "sokialouriezh". Sac'het e oa o ekonomiezh. Setu lakaet Margaret Thatcher ha Ronald Regan e penn o gouarnamant ganto. Hag ar re-se da reiñ lañs d'ar momeder war-gaoud ar frankizouriezh.
An ekonomiezh war-lerc'h-se a oa startijenn ganti da gentañ. Pinvidigezh zo bet krouet. Aet an teknologiezh nevez war-raok. Broioù Gevred Asia a zo bet graet o mad ganto. Betek broioù zo en Afrika hag a zo o armerzh o loc'hañ. Ret eo lavaret ez eus traoù fall ivez. Direizhderioù bras zo. En arvar emañ "la classe moyenne" e broioù ar C'hornog. An ekologourien a zo droug enno o welet stad hor flanedenn.
Aet an traoù fonnusoc'h-fonnus ken na oa kollet o skiant gant ur bern tud. Gant bankerien zo evel-just, ha gant tud gouarnamant ivez, hag o deus nac'het sevel reolennoù da ziogeliñ ar "subprimes" gwall-vrudet : What went wrong (E saozneg eo. Met buhez-buhezek ar gontadenn).
"Lezenn ar momeder eo" ( loi du pendule) 'm eus lennet en ur gazetenn : pa vez aet hennezh pell awalc'h war un tu e vez sachet d'an tu all.
Marteze darn ac'hanoc'h o doa lennet eveldon e Le Monde (12.10.08) un aterseadenn gant an aotroù Immanuel Wallerstein, anezhañ sokiologour e Skol-Veur Yale ha diskibl Fernand Braudel, hemañ diwezhañ, Doue d'e bardono, bet istorour bras e vrud. Studiet en deus amzerioù sistemoù bras an Istor. Emañ ar C'hevalaerezh oc'h ober e dalaroù, emezañ, ha pennadurezh galloud-dreist ar Stadoù-Unanet ivez en e serr. Bon ... n'eo ket diouzhtu en hor raok. Kant bloaz (1450-1550) en defe padet ganedigezh ar C'hevalaerezh ! Ha ne ouie den petra oa o tont war wel. Ur wech e-barzh hepken e oa lavaret : setu ar C'hevalaerezh !
Commentaires
Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux des commentaires de cette note.